Ki-dour Chile

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ki-dour Chile
Lontra provocax.jpg
Status iucn3.1 EN.svg
En arvar (EN)
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhiad : Carnivora
Kerentiad : Mustelidae
Iskerentiad : Lutrinae
Genad : Lontra
Anv skiantel
Lontra provocax
Statud CITES  : Cites I.svg Stagadenn I ,
Amzeriad adwel dianav
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Ki-dour Chile (Lontra provocax), anvet huillín e spagnoleg, a zo ur spesad ki-dour hag a vev e stêrioù ha war aodoù Patagonia Chile hag en un nebeud kornioù-bro en Arc'hantina.

Hervez klaskourien 'zo ne vefe nemet un isspesad eus ki-dour Kanada.

Doareoù pennañ[kemmañ]

Muzuliañ a ra 100 cm ha pouezañ a ra etre 4 ha 5 kg. Hir eo e gorf ha plat e benn. Palvezek ha berr eo e bavioù ha skilfoù kreñv a zo ouzh e vizied. Gell-du eo e vlevenn gant ur c'hof gwenn. Debriñ a ra pesked, kregin, kresteneged hag evned-dour.

Annez[kemmañ]

Eus proviñs Cautín betek strizh-mor Magalhaes e vev ki-dour Chile, adalek live ar mor betek un uhelder a 1 000 m. Boutinoc'h e oa gwechall. Betek ar río Cauquenes hag ar río Cachapoal ez ae e diriad. En Arc'hantina e kaver anezhañ e stêrioù an Andoù.

Gwarez[kemmañ]

E Patagonia e kreder e tizh stankter kon-dour Chile 0.73 penn dre km war an aodoù, ar pezh a dalvez e vefe 20 000 hinienn er rannvro-se. Gwarezet eo gant al lezenn nº 4601 votet d'an 18 a viz Even 1929 ha war stagadenn I ar CITES emañ.

Liammoù diavaez[kemmañ]