Kewenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kewen
Gwenn ha Du3.png Kumun eus Breizh
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant an Oriant
Kanton Pont-Skorf
Kod kumun 56185
Kod post 56530
Maer
Amzer gefridi
Marc Boutruche (Tu-dehou, distrollad)
2014-2020
Etrekumuniezh Kab an Oriant tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro An Oriant
Poblañsouriezh
Poblañs 8 736 ann. (2011)[1]
Stankter 365 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 47′ 22″ Norzh
3° 24′ 50″ Kornôg
/ 47.7894, -3.4139
Uhelderioù kreiz-kêr : 50 m
bihanañ 2 m — brasañ 66 m
Gorread 23,93 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Kewen
Map commune FR insee code 56185.png

Kewenn a zo ur gumun eus Breizh e kanton Pont-Skorf e departamant ar Mor-Bihan.

Bourc'h Kewenn

Brezhoneg[kemmañ]

Ya d'ar brezhoneg[kemmañ]

  • Ar maer kozh (2008-2014), Marc Cozilis, a zo ur brezhonegour ampart.
  • D’ar 26 a viz Gwengolo 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun ha roet war un dro d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
  • D'an 20 a viz Ebrel 2011 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.

Deskadurezh[kemmañ]

  • Un hentad divyezhek a zo eno abaoe 2006.
  • E distro-skol 2013 e oa 42 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (2,7% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].

Istor[kemmañ]

Dispac'h Gall[kemmañ]

XXvet kantved[kemmañ]

Brezel-bed kentañ

  • 89 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, 18 e 1914, 23 e 1915, 24 e 1916, 15 e 1917, 16 e 1918 ha 7 e 1919 [5].

Eil brezel-bed

Blockhaus pezhioù-kanol e Kewenn
  • 15 milour ha 24 den nann-soudard a gollas o buhez abalamour d'ar brezel [6].
  • D'ar 7 a viz Eost 1944 e teuas milourion SUAat gant tankoù betek ar vourc'h met an Alamaned o lakas da gilañ war-zu Pont-Skorv; degemeret e oant bet mat gant tud Kewenn, setu perak e voe c'hwezhet an tan er vourc'h gant an Alamaned d'an 18 a viz Eost 1944 [7]. Chom a reas Kewenn e Sankenn an Oriant e dalc'h an Alamaned betek an 10 a viz Mae 1945. Distrujoù bras a voe er gumun.

Brezelioù didrevadennañ

  • Daou waz marvet en Indez-Sina, tri en Afrika an Hanternoz [8].

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ]

Douaroniezh[kemmañ]

Emdroadur ar boblañs 1962-2011[kemmañ]

Niver a annezidi

Emdroadur ar boblañs 1793-2011[kemmañ]

[9]

Tud[kemmañ]

Melestradurezh[kemmañ]

Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
Ebrel 2014 → bremañ Marc Boutruche [10] Tu-dehou, distrollad
Meurzh 2008 Marc Cozilis Strollad Komunour Gall
Meurzh 1982 Meurzh 2008 Jean-Yves Laurent Strollad Sokialour Gall
Kerzu 1980 Pierre Quinio Strollad Sokialour Gall
Here 1947 Eost 1974 Joseph Kerbellec SFIO
Gwengolo 1945 Here 1947 Louis Kermabon
1940 1945 Louis Kermabon bet anvet gant Renad Vichy
1904 1940 Julien Moëllo
1892 1904 Auguste Roperc'h
1878 1892 Joseph Le Léannec
1852 1878 Jean-Marie Raoul
1819 1852 Yves Le Leslé (mab)
1799 1819 Yves Le Leslé (tad)
1797 1799 Nicolas Joseph Raoul
1795 1797 Joseph Loménéhé
1793 1795 Jacques Le Bigot
1791 1793 Jacques Loher
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Gevelliñ[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Notennoù ha davennoù[kemmañ]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Ofis Publik ar Brezhoneg
  3. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 309
  4. Cassini - EHESS - Kewenn - Fichenn ar gumun
  5. Monumant ar re varv
  6. Monumant ar re varv
  7. Jean Le Berd, Lorient sous l'occupation, Embannadurioù Ouest-France, Roazhon, 1986, pajennoù 109 ha 114
  8. Monumant ar re varv
  9. Cassini hag EBSSA
  10. Ouest-france.fr, d'ar 5 a viz Ebrel 2014