Kevrenn Alre

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Kevrenn Alre a gont èl unan ag ar bagadoù gwellañ e Breizh hag e Bro-C'hall. Sonet o deus bet ivez en estrenvro : Spagn, Polonia, Suis, Iwerzhon, Aljeria, Alamagn, Bro-Skos...

An istoer[kemmañ]

Kevrenn Alre war zibunañ
e Gouel Etrekeltiek an Oriant e 2009

Get un nebeud henthouarnourion entanet get ar sonerezh a Vreizh e voe krouet ar Gevrenn en Alre er bléad 1951. Hiriv an deiz e kont ar strollad vras–se muioc’h evit 70 soner ha un daouugentad bennak a zañsourion a zo c’hoazh entanet get ar sevenadur-se. Tost dek gwech kampion Breizh ar bagadoù, muioc’h evit unnek gwech kampion dañs Breizh, he deus ar Gevrenn Alre prouet eo ar sevenadur un dra hag a dremen hebiou an amzer.
War-lerc’h an Eil Brezel-Bed, e 1950, e krogas un nebeud henthouarnourion e-barzh istor ar bagad-se en Alre. Krogiñ a rejont da zeskiñ seniñ er stal daspugnad SNCF, un nebeud anezhe get ar vombard, reoù arall get ar binioù-bras ha c’hoazh tud arall get an taboulinoù.

En ur ober daou vloaz e teuas ar Gevrenn Alre da vezañ ur bagad get kalz a nerzh a-benn mont pelloc’h. Bez' e oant ar re selaouetañ hag ar re weletañ. Ar re gentañ e voent o dibunañ get banniel Breizh staget e penn ur falc’h dalc’het get Job Gourif, kement-se e koun Jorj Kadoudal, haroz Bro an Alre, hag a oa e penn ar Chouaned.
Met e-kerzh ar bloavezhioù 1960 e krogas ar bagad da skuishaat. Adtapet e voe an dale gante daoust da-se un tamm amzer war-lerc'h get ar rummad tud hag a zeuas da adtapout an afer pemp bloaz goude.

E 1978 e tistroas ar Gevrenn Alre e-touez ar re Vras pa zegouezhas er rummad kentañ. E 1980 e c'hounezjont o Maout kentañ, ha nebeut goude e kroujont un heuliadenn anvet « La Bataille d’Auray » hag he deus kaset ar bagad ar pellañ ma c'helle, get ar mennozh nevesaat sonerezh Breizh en ur warn memestra ar sonerezh hengounel, hag adalek an amzer-se eo bet nevesaet kalz ar sonerezh get ar bagadoù arall.
Get ar sonerezh-se ez eas ar Gevrenn Alre d'an estrenvro : e Stadoù Unanet Amerika e teujont da vout kannaded Breizh zoken.
A c’houde 60 vloaz emañ ar Gevrenn Alre àr al leurenn, pe e vefe evit kenstrivadegoù pe evit arvestoù. Diskouezet he deus hag ober a ra c'hoazh hiriv an deiz ar Gevrenn Alre ur c’hreñvder hag ur furnez en he sonerezh.

Ar binvioù-seniñ[kemmañ]

E bagad Kevrenn Alre, èl er bagadoù arall, e vez implijet bombardoù (pe : talabardoù), biniawoù ha taboulinoù.

  • Ar vombard zo un oboell bihanoc'h evit ar re a gaver el lazoù-seniñ klasel. Dont a ra ag an Indez e-lec'h ma vez anvet zourna. Bout zo ivez anezhi er Maghreb e-lec'h ma vez anvet raita. Get un añchenn-doubl e soner ar vombard.

Enrolladennoù[kemmañ]

Ar bagad e Carnegie Hall New York

Ar Gevrenn en he unan[kemmañ]

  • 1988 : Musique, chants et danses (Kasedig)
  • 1990 : Kevrenn Alré (CD GREM)
  • 1997 : La.ri.don.gé ! (CD Arfolk/Coop Breizh)
  • 2001 : 50 ans (CD Coop Breizh)
  • 2006 : Dañs Ar Bleiz (CD doubl, Label Productions)
  • 2008 : Alre en Iliz (CD - DVD, Coop Breizh)

Ar Gevrenn get strolladoù arall[kemmañ]

  • 1984 : Bodadeg ar sonerion : 40 vloaz e servij sonerezh Breizh (div bladenn vinyl 33 zro)
  • 2003 : A toi et ceux - Dan Ar Braz
  • 2006 : Bagad ! Une légende bretonne (DVD + CD Pathé)
  • 2006 : Phénomène Bagad (DVD - film gant Barbara Froger)
  • 2006 : Celtica (DVD - enrollet e sportva La Beaujoire, Naoned)
  • 2007 : Nuit de la Saint Patrick (CD - enrollet àr leurenn Palez Liessportoù Bercy, Pariz)
  • 2007 : Nuit Interceltique de Rennes (DVD live)