Kevarzhe brezelerien gozh

Eus Wikipedia

E-barzh ur gevarzhe brezelerien gozh e vez bodet tud (kozh peurlïesañ) o deus bet da vrezeliñ. Peurlïesañ e vez kaoz deus ar vrezelerien a zo bet soudarded anezhe e-pad ar c'hentañ pe an Eil brezel-bed hag e-pad brezel Aljeria renet gant Bro-C'hall. Evit an holl vrezelioù pe dost ez eus bet tud kevredet er mod-se evit dalc'hen soñj deus ar pezh o deus graet, ha da betra o deus graet kement-se.

Etre an daou vrezel-bed, ur roll politikel bras o-deus bet kevarzheoù brezelerien gozh, ken niverus ma oant (milionoù gwazed a oa bet kaset da vrezeliñ).
E Bro-Alamagn, ar vrezelerien bet a zo bet niverus er NSDAP, ar strollad nazi renet gant Adolf Hitler. Hemañ, ur brezeler kozh e-unan, a ouie bodañ an dud kozh ha yaouank, gwisket evel milourien, ha lakaat anezho da ren ambrougadegoù divent e kêrioù bras ar vro.
C'hoarvezet eo bet ar memes tra e Bro-C'hall hag ar vanifestadeg dalc'het e Pariz d'ar 6 a viz C'hwevrer 1934 a oa bet galvet gant meur a gevarzhe brezelerien gozh, met ur c'hwitadenn eo bet en diwezh.

Roll kevarzheoù brezelerien gozh Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • ACPG
  • FNACA
  • Union bretonne des combattants

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.