Kevan daveel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur c'hevan daveel zo un niver kevan (eleze hep parzh rannel) ha muiel (+) pe leiel (-). Teskad  \mathbb Z ar c'hevanion daveel zo kediad kevanion naturel 0, 1, 2, ... (anvet kevanion daveel muiel) hag o enebadoù 0, -1, -2, -3, ... (anvet kevanion daveel leiel).

Abeg pennañ digoradur an niveroù leiel zo gallusted diskoulmañ holl ataladoù ar furm :

a + x = b, ma vez x an dianavenn hag a ha b arventennoù.

E teskad ar c'hevanion naturel, lod eus an ataladoù-mañ hepken o deus un diskoulm.

5 + x = 8 mar ha hepken mar x = 3
9 + x = 4 n'en deus diskoulm ebet e teskad ar c'hevanion naturel. Un diskoulm zo gantañ e teskad ar c'hevanion daveel, an diskoulm-mañ o vout -5.