Kevadegezh ha treadegezh
Eus Wikipedia
Daou sav-boent diforc'h ha kenglokaus a gaver e yezhoniezh, pa vez dielfennet fedoù yezh.
- D'ur yezh en ur mare resis eus hec'h istor e tave ar studi kevadegel ; savet eo ar ger diwar ar ger "kevad" deveret eus ar rakger kev- hag eus ar ger "oad", o talvezout er yezh pemdeziek "eus an hevelep oad" evid daou zen (alese kempred, eus an hevelep mare), ez eo ar ger-se un treuztres eus ar ger ouiziek deut e galleg en XIXvet kantved (1827) dindan pluenn an Ao. Raymond ha deveret eus ar ger synchrone (kempred), koshoc'h amprestadenn c'hallek e mentoniezh (1743) ha tredanoniezh (1900) diwar latin ar Grennamzer synchronus (a gaver e saozneg abretoc'h c'hoazh dindan ar stumm synchronous gant ar ster "kempred" abaoe 1669), ha lakaet e pleustr war dachenn ar yezhoniezh gant Ferdinand de Saussure (1916) diwar ar gwriziennoù gresim, συν-, « gant, ken- », ha χρόνος, « amzer » ; ar yezhadur skol, he deus, da skouer, ur sell kevadegel : diskouezh a ra ar reoliekadur lakaet da stumm reizh ar yezh kelennet (kenyezh lennegel peurvuiañ, rannyezh a-wezhioù), hep pouezañ war ar c'hemmoù a c'hell bezañ c'hoarvezet abaoe he stadoù kent.
- Istor ar yezh an hini eo a vez meizet dre ar studi treadegel ha studiet e vez hec'h emdroadurioù (etimologiezh, soniadouriezh istorel, sterouriezh, geriaoueg deveret, ereadurezh, h.a..). Savet diwar patrom ar ger kevadegezh gant ar rakger tre- o talvezout "a-dreuz" hag ar wrizienn "ad" o taveiñ d'an oadvezh, ez eo ar ger-se un treuztres eus an amprestadenn ouiziek savet e galleg gant Ferdinand de Saussure (1916) diwar batrom ar ger synchronie, gant ar gwriziennoù gresim, δια-, « a-dreuz », ha χρόνος, « amzer » ; ar yezhoniezh keñveriet, he deus, da skouer, ur sell treadegel.
An enebadur kevadegezh ha treadegezh hag an daou veiziad a zo deut gant Saussure, yezhoniour kentañ o vezañ graet un diforc'h sklaer etre an daou sav-boent.
An enebadur-se a zo bet lakaet e pleustr e prederouriezh, gant aozerien evel Barthes ha Sartre.
E bredoniezh an diorren, e talvez an enebadur kevadegezh ha treadegezh-se d'ar sell bihandiorroadurel (arnevez) pe brasdiorroadurel (diwar damkaniezhioù Piaget).
[kemmañ] Daveennoù
http://www.cnrtl.fr/definition/synchrone http://www.cnrtl.fr/definition/synchronie http://www.cnrtl.fr/definition/diachronie
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Christian Fierens, L'inconscient et le temps (Lacan) (Frañs ku, dimerc'her 26 a viz Meurzh 2008) bibliogr.