Kernewek Unys

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Kernewek Unys ("kerneveureg unvan") eo anv unan eus an doareoù kerneveureg a-vremañ adsavet bet krouet gant Morton Nance, bet klasket gantañ unvaniñ meur a doare reizhskrivañ bet implijet evit skrivañ ar yezh a-gozh.

Ar c'hentañ sistem bet implijet evit deskiñ kerneveureg adsavet an hini oa ha gantañ e krogas an darn vrasañ eus an dud hag a ra gant ar yezh hiziv.

Er bloavezhioù 1980 avat e krogas tud zo da mont donoc'h gant o enklaskoù diwar-benn istor ar yezh oc'h implijout benveg rik ar yezhoniezh ha sevel a raes tamalloù kriz a-walc'h e-keñver an doare ma oa bet krouet ar C'hernewek Ünys ha diwar an enklaskoù-se e oa bet adwelet ar yezh penn-da-benn ha krouet daou sistem nevez anvet Kernewek Kemmyn ("kerneveureg kumun") diouzh un tu ha Kernuack Nowedga ("kerneveureg modern") diouzh an tu all.

Kerneveuregerion/ezed zo avat a gendalc'has d'ober gant ar sistem kozh met isrannet e voent c'hoazh pa oa bet adwelet un nebeud fazioù er C'hernowek Unys er bloavezhioù 1990 ha savet ur sistem nevez all gant Nicholas Williams anvet Kernowek Unys Amendys ("kerneveureg unvan reizhet").

Skrid skouer diwar pajenn degemer ar Wikipedia e kerneveureg:[1]

"Dynargh dhe Wykypedya Kernewek! Yma 1,228 a erthyglow y'n Wykypedya kernewek y'n termyn ma. Mar kewsyth nep ranyeth a Gernewek po mars esos ow-tysky an yeth, ty a yl gweres! Y hyl'ta scryfa erthygel yn kever neppyth dhe les yn godhonyador, mes yma nebes profyansow a Gernow a-ys. Nyns-yú erthyglow gans kevrennow ruth scryfys na whath, mes y-hyllyr whath amendya, gwellhé hag ystynna erthyglow gans kevrennow yn nep lyw vyth."

Gwelit ivez[kemmañ]