Kerc'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kerc'h
Kaura.jpg
Avena sativa
Rummatadur Cronquist
Riezad : Plant
Skourrad : Magnoliophyta
Kevrennad : Liliopsida
Urzhiad : Poales
Kerentiad : Poaceae
Genad : Avena sativa
Anv skiantel
Secale cereale
L. (1753)
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Ar c'herc'h a zo un ed eus kerentiad ar poaceae. Tra ma c'hell an dud e zebriñ e implijer da voueta al loened-feurm. Kenaozañ un darn vras eus boued ar c'hezeg.

Orin[kemmañ]

Hendad avena sativa a zo ar gerc'henn ouez Avena sterilis. War a seblant e kreske hendadoù avena sterilis er C'hresk Frouezhus. Ar stumm-feurn na zeu war well nemet diwezhat a-walc'h, en Europa Oadvezh an Arem, avat. Evel ar segal e teu ar c'herc'h eus ur c'heotenn fall a greske asambles gant ar gwinizh, moarvat. Pa dizh al labour-douar rannvroioù ma veze gleboc'h an hin ez eas da zezenusoc'h an doareoù geot fall-se hag evito o-unan e voent gounezet [1]


Gounederezh[kemmañ]

Produerien kerc'h vrasañ — 2005
(milion ton)
Banniel Rusia Rusia 5.1
Banniel Kanada Kanada 3.3
Alamagn Alamagn 1.7
Banniel Polonia Polonia 1.3
Banniel Finland Finland 1.2
Banniel Aostralia Aostralia 1.1
Alamagn Alamagn 1.0
 Belarus 0.8
Banniel Sina Sina 0.8
Banniel Ukraina Ukraina 0.8
Bed a-bezh 24.6
Source:
UN Food & Agriculture Organisation (FAO)
[2]

Gounezet e vez kerc'h e kement lec'h ma vez klouar an hin. Nebeutoc'h a dommder en devez ezhomm e-pad an hañv eget an edoù arall ha gwelloc'h e c'houzañvont ar glav. Pouezus eo neuze er rannvro ma vez gleb ha yen an hañvezhioù, evel e gwalarn Europa. Betek en Island e c'hounezer kerc'h. Hadet e vez e-pad an nevez-amzer pe e-pad an diskar-amzer

Daveoù[kemmañ]

  1. Zhou, X., Jellen, E.N., Murphy, J.P. 1999. Progenitor germplasm of domesticated hexaploid oat. Crop science 39: 1208-1214
  2. Major Food And Agricultural Commodities And Producers - Countries By Commodity
  • Gauldie, Enid (1981). The Scottish Miller 1700 - 1900. Pub. John Donald. ISBN 0-85976-067-7.
Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger kerc'h er
wikeriadur, ar geriadur frank.