Kensonenn rotek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Doareoù distagañ
Dre serriñ
Klikoù
Tarzhañ
Strakal
Entarzhañ
Fic'hal
Travat
C'hwitellat
Heson
Fri
Stlakat
Froumal
Tostaat
Linkus
Vogalennoù
Damvogalennoù
A-gostez

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn rotek (saoz.: rhotic consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus c'hensonennoù linkus nann a-gostez, da lâret eo kensonennoù "r"-heñvel.

Daoust ha m'eo damheñvel o son ez eo lies-tre doare distagañ ar c'hensonennoù rotek implijet gant yezhoù ar bed, o vont eus kensonennoù dre daravat, dre dostaat damvogalennek pe get betek kensonenoù dre serriñ zoken.

Peurliesañ e vez implijet an arouezenn /r/ evit treuzskrivañ an holl kensonennoù rotek nemet pa vez ezhomm resisaat o doare hag o lec'h distagañ resis.

Setu roll ar c'hensonennoù rotek pennañ implijet gant yezhoù ar bed:

  • Dre stlakat: heñvel a-walc'h o son diouzh hini ar c'hesnonenoù dre froumal daoust d'o doare distagañ disheñvel, da skouer e spagnoleg pero /ˈpeɾo/ ("met") kv.perro /ˈpero/ ("ki"). Ne rank ket talvezout dre ret seurt kensonennoù da kensonennoù rotek dre ret atav, da skouer pa dalvez ar gensonenn dre stlakat [ɾ] e rannyezhoù saoznek e da alofonennoù /t/ ha/pe /d/.
  • kevig dre dostaat pe tro gil: an doare ma vez distaget al lizherenn r e saozneg peurliesañ, da lâret eo [ɹ] (kensonenn kevig dre dostaat) pe [ɻ] (kensonenn dre dostaat tro-gil).
  • Huged pe drekstaon approximant or fricative: doare distagañ an r e galleg unvan (doare Pariz), en alamaneg hag e daneg. Bez' e c'hell bezañ distaget resisoc'h evel ur gensonenn huged pe drekstaon dre daravat mouezhiet pe divouezh pe c'hoazh evel ur gensonenn rakstaon dre dostaat.


  Kensonennoù Gwelit ivez: LFE, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Kevig Drekkevig Tro-gil Staon Drekstaon Huged Lañchenn Ankoue Troc’h-avel Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ̟ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɕ ʑ ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.


Gwelet ivez:[kemmañ]