Kensonenn daouzant

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lec'hioù distagañ
Gweuz
Diweuz
Gweuz-drekstaon
Gweuz-kevig
Gweuz-dent
Kurunenn an teod
Teod-gweuz
Etredent
Dent
Kevig
Beg an teod
Lavnenn an teod
Drekkevig
Kevig-staon
Tro-gil
Kein an teod
Staon
Gweuz-staon
Drekstaon
Huged
Huged-ankoue
Gwrizienn an teod
Lañchenn
Ankoue-lañchenn
Ankoue
Troc'h-avel

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn daouzant (saoz.: bidental consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ganti an an dent uhelañ hag an dent izelañ da lec'h distagañ pennañ.

Hervez reolennoù teruzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel ledanet e vez merket al lec'h distagañ-mañ gant ur sin diakritek ispisial ([  ̪͆]) skrivet a-us hag a-is d'un arouezenn bennañ, da skouer [n̪͆]

Peurliesañ e vez kavet fonennoù a seurt-se e distagadurioù siek.

Testenniet eo bet avat implij seurt kensonennoù daouzant en distagadur reizh en ur yezh d'an neubeutañ: en unan eus isrannyezhoù rannyezh chapsougek ("shapsug") an adigeg e kaver ur gensonenn dre daravat dizant nann-c'hwitellet /x̪͆/ e lec'h [x] e rannyezh all ar yezh-se.

Gwelit ivez:[kemmañ]