Kenkiz Tugendhat

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kenkiz Tugendhat

Kenkiz Tugendhat (Brno, Republik Tchek) a zo ur c'henkiz bet savet etre 1929 ha 1930 evit Fritz Tugendhat hag e wreg Alfreda, diwar ur steuñv bet aozet gant Ludwig Mies van der Rohe. Gwelet e vez evel unan eus pennoberennoù van der Rohe, hag enskrivet eo war listenn glad ar bed gant UNESCO abaoe 2001, evel unan eus skouerioù peurvat ar stil etrevroadel a ziwanas er bloavezhioù 1920.

Ar c'henkiz hag e istor[kemmañ]

Talbenn
Mont-tre ar c'henkiz
Kostez ar c'henkiz

Savet eo bet ar c'henkiz e diavaez Brno, war un dachenn war zinaou. Rez an douar (estaj ar servijoù eo, gant ar c'hambreier) a sko war ar straed, hag ar salioù a vever enno a zo en estaj dindan, e rez al liorzh.

Ludwig Mies van der Rohe a implijas e vennozhioù diwar-benn ar steñv dieub a-benn aozañ ar c'henkiz : kement sal a zo gouestlet d'ur perzh resis (sal-debriñ, burev, saloñs...) hep speurenn ebet. Ur framm dir a zo (evel e pennti Alamagn a voe e diskouezadeg etrevroadel Barcelona e 1929) : peulioù stumm ur groaz dezho, ha gwisket gant inoks. Koad gwez sitroñs hag eben a zo bet implijet en diabarzh. Gwarezet eo ar burev diouzh gouloù an heol gant un tamm oniks. An talbenn a sko war al liorzh a zo savet gant prinistri gwer bras-tre, evit ma teufe ar sklerijenn e-barzh ar savadur. Ludwig Mies van der Rohe a dresas kement tra a zo e-barzh ar c'henkiz : ar gador Tugendhat da skouer. Ar re Dugendhat a rankas tec'hout kuit e 1938, rak yuzevien e oant. Ne zistrojont biken d'o zi. E-pad an Eil Brezel Bed e voe staliet burevioù Messerschmitt er c'henkiz. Pa voe trec'het an nazied e vo aloubet ar savadur gant ar Rused, ha preizhet e voe. E 1955 e teuas ar c'henkiz da vezañ perc'hennet gant ar stad, hag ennañ un ti adklenne d'ar re yaouank. E 1963 e voe lakaet ar c'henkiz da savadur sevenadurel gant ar stad, ha kempennet e voe. E 1992 en em gavas Vaclav Klaus ha Vladimir Meciar ennañ a-benn rannañ Tchekoslovakia. Abaoe 1994 eo digor ar c'henkiz d'ar weladennerien, ennañ ez eus ur mirdi.

Gwelout ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.