Kenglad ar Stadoù Dizalc'h
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Kenglad ar Stadoù Dizalc'h (rusianeg: Содружество Независимых Государств, saozneg: Commonwealth of Independent States) a zo un aozadur tiriadel a vod 11 eus ar republikoù soviedel kent (war 15). Krouet e oa bet goude dispenn an Unaniezh Soviedel. Ar broioù balt n'int ket ezel. Jorjia n'eo ket ezel ken abaoe 2009. Ukraina n'eo ket ezel ken, met kemer a ra perzh el labourioù. Turkmenistan a zo un ezel kevredet diofisiel. E Minsk emañ ar sez.
Gallout a reer keñveriañ KSD gant ur c'hevredigezh stadoù laosk a-walc'h, ha n'eo ket gant ur c'hevredad, ur c'hengevredad pe un aozadur dreistvroadel evel ma oa Kumuniezh Ekonomikel Europa. Heñveloc'h eo kentoc'h ouzh Kenglad ar Broadoù. Daoust da KSD kaout nebeut a c'halloudoù dreistvroadel, eo estr eget un aozadur arouezel nemetken, dre m'en deus galloudoù da genurzhiañ ur c'henwerzh, an arc'hantañ, al lezenniñ hag ar surentez. Broudet en deus bet ivez kenlabour war dachenn an demokratelaat ha diwall an torfedoù dreist d'an harzoù. Evel aozadur tiriadel e kemer KSD perzh e nerzhioù kendalc'h ar peoc'h. Gant izili zo eus KSD e voe savet Kumuniezh Ekonomikel Eurazia, he fal o vezañ sevel ur marc'had boutin.
Broioù ezel [kemmañ]
- Stadoù ezel eus ar C'henglad:
- Ezel diofisiel
- A gemer perzh hep bezañ ezel:
- Stadoù aet kuit:
Jorjia (aet kuit e 2008)