Ken George

Eus Wikipedia
Kenneth J. George, e miz Mae 2006

Kenneth J. George, a sin e oberennoù Ken George, zo ur moroniour, ur barzh hag ur yezhoniour[1] anavezet dre m'en deus savet ar C'hernewek Kemmyn, ar reizhskrivadur eus ar c'herneveureg implijjet ar stankañ. Hervez he difennerien e vefe fealoc'h da fonologiezh ar c'hrenngerneveureg evit e diaraoger (Kernewek Unys pe Unified Cornish]). Kroget e oad da ober gant ar c'hernewek Kemmyn e 1987. George en deus embannet tremen 80 levr a denn d'ar yezhoniezh keltiek, en o zouez meur a c'heriadur kerneveurek. Embannet e oa e embannadur eus ar pezh-c'hoari krenngerneveureg Bywnans Ke a oa dizoloet a-nevez gant Kesva an Taves Kernewek e miz Mae 2006[2]. Resevet en deus George meuleudioù evit e oberenn e prizioù Holyer an Gof 2007. Troet en deus un niver a ganaouennoù hag a veulganoù e kerneveureg, hag ivez komzoù ar c'hoarigan Ar Fleüt Hud. Savet en deus ivez barzhonegoù e kerneveureg, en o mesk ar Flogholeth Krist, e stumm an Ordinalia.

Emañ o chom e Kernev-Veur, ha komz a ra brezhoneg, galleg, saozneg ha Kerneveureg. George a oa pennbrezegenner moroniezh e skol-uhel studioù ar mor e Skol-Veur Plymouth.

Dont a reas da vezañ barzh eus Goursez Kernev-Veur e 1979, dindan an anv barzh Profus an Mortyd ('Diouganer mareoù'). Tennañ a ra an anv-se da unan eus e zanvez enklask e moroniezh, an eil o vezañ modelouriezh niverel. Tremen 50 pennad ha levr en deus savet war dachenn ar voroniezh, en o mesk an dornlevr Tides for Marine Studies, a oa gwerzhet ouzhpenn 1000 skouerenn anezhañ.

George zo un ezel eus bodad Gorseth Kernow e Kesva an Taves Kernewek (Cornish Language Board) zo un ensavadur a labour da vrudañ ha da zifenn ar C'herneveureg[3].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]