Kemmadurioù
Ar c'hemmadurioù eo ar c'hemmoù graet e kensonennoù deroù ar gerioù e brezhoneg, kemmoù deuet abalamour da efed ar ger zo deuet a-raok. Da skouer:
- tad ... ma zad
- tad ... da dad
Meur a seurt kemmadur zo, hervez an daou dra-mañ:
- hervez ar gensonenn a gemm (t a gemm pe e z pe e d)
- ha hervez ar ger zo pennkaoz d'ar c'hemmadurioù : war-lerc'h ma (perc'hennañ) e vez graet ar c'hemmadur dre c'hwezhadenniñ, war-lerc'h da ar c'hemmadur dre vlotaat.
Taolenn |
[kemmañ] Pet rumm kemmadurioù zo
Pevar seurt, a lavarer, ha setu int:
- ar c'hemmadurioù dre vlotaat, ar re niverusañ
- ar re dre c'hwezhadenniñ
- ar re dre galetaat
- ar re mesket
[kemmañ] Ar c'hemmadurioù dre vlotaat
Niverusañ eo ar re-se a bell. C'hoarvezout a reont war-lerc'h ur toullad mat a c'herioù, met dreist-holl dirak a, ne, da, pa, hag ar ger perc'hennañ e (kemmadur ebet goude e araogenn), re, an niveroù daou ha div :
- me a gan, ne ganan ket, da gan, e gan, pa ganan
- me a brest, ne brestan ket, da brestadenn, e brestadenn, pa brestan
- me a denn, ne dennan ket, da denn, e denn, pa dennan
- me a c'hortoz, ne c'hortozan ket, da c'hortozadenn, e c'hortozer, pa c'hortozan
- me a werzh, ne werzhan ket, da werzhadenn, e werzhadenn, pa werzhan
- me a vale, ne valean ket, da valeadenn, e valeer, pa valean
- me a vallozh, ne vallozhan ket, da vallozh, e vallozh, pa vallozhan
- me a butun, ne vutunan ket, da vutun, e vutun, pa vutunan
- me a zebr, ne zebran ket, da zebriñ, e zorn, pa zebran
[kemmañ] En anv-kadarn goude ar ger-mell
Kemmadur dre vlotaat a vez ivez goude ar ger-mell
- a) en anvioù unan gwregel: ur ganerez, ur brenerez, un dennerez, ur c'hortozerez, ur werzherez, ur vutunerez, ur vamm,
- b) en anvioù lies tud gourel: ar ganerien, ar baotred, an dud, ar C'hallaoued, ar werzherien, ar vugale, ar vutunerien,
Lavaret e vez e vez diglok ar c'hemmadur dre vlotaat goude ar ger-mell rak ne vez ket kemmet d peurvuiañ:
- a) an dimezell (an nimezell, a-wechoù)
- b) an diaouled
Koulskoude e vez kemmet pa vez lavaret:
- dor, an nor.
Kavout a reer ivez direizhderioù all:
- plac'h, ur plac'h: setu un anv gwregel ha ne gemm ket.
[kemmañ] En anv-gwan goude an anv-kadarn
Lavaret e vez ez eus daou rumm anvioù a gemm goude ar ger-mell
- a) an anvioù unan gwregel: ur ganerez, hag all
- b) en anvioù lies tud gourel: ar ganerien, hag all.
Setu penaos e c'hoarvez an traoù:
- ur ganaouenn gaer, kanerien gozh
- ur brezegenn baour, pesketaerien baour
- ur c'hoar drist, tennerien dev
- ur sal c'houllo, Gallaoued c'hak
- ur gambr wenn, gwerzherien wirion
- ur vlevenn velen, bugale vat
- ur gaoz verr, paotred vlevek
Diglok ivez eo kemmadur an anv-gwan, met kemmet e vez "d" a-wechoù koulskoude e yezh Leon
- ur vuoc'h zu, met ar Varn Diwezhañ
- E vrennigenn ziwezhañ, romant gant Goulc'han Kervella.
- Gwelout ivez: Kemmadur an anv-gwan.
[kemmañ] Jener pe reizh an anvioù
- Lavaret e vez un ti bihan, yec'hed mat, hep kemmadur, peogwir eo gourel ar gerioù ti ha yec'hed.
- Lavaret e vez ur vro vat, ur vag vras peogwir eo gwregel bro ha bag.
[kemmañ] Skoilhoù e kemmadurioù an anv-gwan goude an anv-kadarn
Koulskoude e c'hoarvez a-wechoù d'an dud chom hep ober ar c'hemmadurioù-se
- pa grog an anv-gwan gant p, t, k,
- goude anvioù-kadarn ha ne echuont ket gant l, m, n, r, v, pe ur vogalenn:
Setu pezh a c'hoavez da skouer
- ur plac'h trist, paotred trist
- ur Vreizhadez kalonek, Breizhiz kreñv
- ur verc'h plijus, tud paour.
[kemmañ] Ar c'hemmadurioù dre c'hwezhadenniñ
C'hoarvezout a reont
- goude ar gerioù perc'hennañ: ma, he, hon (diglok a-wechoù), o;
- ma zad, ma fenn, ma c'harantez
- goude an niveroù: tri ha teir, pevar ha peder, ha nav:
- nav c'hant, tri fenn, peder zro
[kemmañ] Kemmadurioù dre c'hwezhadenniñ diglok
Lavaret e vez eo diglok ar c'hemmadur peogwir ne vez ket kemmet k, p, t, met k hepken peurvuiañ:
- Goude ar ger-mell,
- en anvioù gourel unan: ar c'hi (met an ti, ar piano)
- en anvioù lies
- traoù: ar c'hadorioù
- tud (gwregel lies): ar c'hanerezed
- Goude hon/hor: hon/hor c'halon
- Goude em: em penn pe em fenn.
[kemmañ] Ar c'hemmadurioù dre galetaat
Kaletaat a ra ar c'hensonennoù G, B, D
- goude ar gerioù ho, az, ez (pe a'z, e'z)
- evel e-barzh ho kenoù, ho preur, ho teñved
- evel e-barzh (d')az kortoz, az po, (d')az tebriñ,
- evel e-barzh ez kwerenn, ez pro, ez torn
[kemmañ] Ar c'hemmadurioù mesket
Kemmadurioù mesket a vez war-lerc'h an tri ger -mañ: ma, e, o, evel er skouer-mañ:
- Ma teu Soaz e weli Yann o tostaat.
[kemmañ] Ar perc'hennañ
[kemmañ] E, he
Ret eo disheñvelout ar c'hemmadurioù gant ar perc'hennañ: e dad hag he zad