Kelc'hspeurenn
Eus Wikipedia
Ar gelc'hspeurenn dindan ar skevent
Ar gelc'hspeurenn, pe lienenn-gig, zo ur gigenn a ra an disparti etre kavenn ar brusk ha kavenn ar c'hof er bronneged. Ur gelc'hspeurenn pe ur framm damheñvel zo ivez en divelfenneged hag er stlejviled. Ur roll a-bouez he deus en analadur.
Pa analer e stegn ar gelc'hspeurenn ha dre-se e vrasa kavenn ar brusk. Desachet e vez evel-se an aer er skevent.