Kelan taouarc'heg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Den Tollund a oa o vevañ er IV kantved kent J.-K..

Kelanoù an taouarc'hegi, anavezet ivez evel tud an taouarc'hegi, zo kelanoù tud miret en un doare naturel kavet e taouarc'hegi e Norzh Europa. Er c'hontrol eus ar pep brasañ eus an dilerc'hioù kozh tud, kelanoù an taouarc'hegi o deus dalc'het o c'hroc'hen hag o organoù diabarzh abalamour da zoareoù an endro. Da lâret eo e labour a-gevret an dour trenk-kenañ, ur wrez izel, hag an diouer a oksigen da viret o c'hroc'hen, en ur givijañ anezhañ avat. Daoust ma'z eo miret o c'hroc'hen, o eskern ne vezont ket miret peurliesañ rak trenkenn an taouarc'h a deuz fosfat kalsiom an eskern.

Ur skiantour german, an doktor Alfred Dieck, en deus renablet e 1965 ouzhpenn 1850 kelan kavet e taouarc'hegi e Norzheuropa[1][2][3], met er stad m'emañ an imbourc'h skiantel, kalz anezhe ne c'hallont ket bezañ gwiriet gant dielloù pe kavadennoù arkeologel[4]. Bloaziet eo bet ar pep brasañ eus ar c'horfoù-se, ket an holl avat, eus Oadvezh an arem. Kalz anezhe eo anat warne int bet lazhet ha dilezet er memes doare, ar pezh a ziskouez un doare elfenn lidek, ha kalz arkeologourien a soñj int bet lazhet e-pad aberzhioù tud pagan da vare Oadvezh an arem. E-mesk ar skouerioù brudetañ eman Den Tollund ha Den Grauballe eus Danmark ha den Lindow eus Bro-Saoz.

Daveoù[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Die europaischen Moorleichenfunde. Wachholtz. 136pp
  2. P.V. Glob (1969). The Bog People: Iron Age Man Preserved. London: Faber and Faber Limited. Page 101.
  3. Alfred Dieck (1965)
  4. Sabine Eisenbeiß: Bog-bodies in Lower Saxony - Rumours and facts. An analysis of Alfred Dieck's sources of information. In: Andreas Bauerochse, Henning Haßmann (Editors): Peatlands. Moorlandschaften. Archaeological sites - archives of nature - nature conservation - wise use. Proceedings of the Peatland Conference 2002 in Hannover, Germany. Hannover 2002, ISBN 3-89646-026-9, Page 143-150