Keitger

Eus Wikipedia

War dachenn ar vorfologiezh ec'h implijer an termen keitger (e saozneg : simulfix) evit komz eus un doare kenger resis ma vez kemmet gantañ ur morfem pe muioc'h e stumm diazez ur ger (d.l.e ar wrizienn) evit diverrañ diwarnañ stummoù all gante bep ur ster resis disheñvel.

Da skouer e brezhoneg :

  • "dant" → "dent"
  • "yar" → "yer"
  • "sant" → "sent"
  • "karreg" → "kerreg"
  • "maen" → "mein"
  • "troad" → "treid"

Un doare keitger amzibun eo an treuzgerioù implijet gant yezhoù semitek evel an arabeg.

Gwelit ivez :[kemmañ | kemmañ ar vammenn]