Kateryna Handziuk

Eus Wikipedia
Giton da c'houlenn ma vefe un enklask war muntr Handzyuk. Ar frazenn a dalvez "Digarez, met piv en deus urzhiet [muntr] Handzyuk?"

Kateryna Viktorivna Handziuk, ganet d'ar 17 a viz Even 1985 ha marvet d'ar 4 a viz Du 2018, a oa ur stourmerez enep breinadur ukrainat. Brudet he voe pa lakaas ar breinadur war wel e kêr Kherson. Taget e voe gant trenkenn sulfurek d'an 31 a viz Gouere 2018, ha marvet e oa da-heul ar gloazadennoù d'ar 4 a viz Du 2018.