Kastell ar Gwildoù

Eus Wikipedia
MONUMANT Monumant istorel ISTOREL

Kastell ar Gwildoù hag ar furchadegoù a vez kaset
war-raok en dismantroù (a-zehoù).

Emañ Kastell ar Gwildoù e kumun Krehen, en arvor Bro-Sant-Maloù, e genoù ar stêr Argenon.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur c’hastell kentañ a voe savet gant mein ha prenn, en XIvet kantved. Diwar ar beg-douar ma oa savet e c’halled kontrollañ aes an tremens en aber an Argenon.

Ar c’hastell mein kentañ a voe savet e deroù an XIIIvet kantved moarvat, e stumm ur garrezenn gant un tour ront e pep korn. E-kreiz ar XIVvet kantved e voe distrujet evel meur a gastell all e Breizh, abalamour da reuz Brezel hêrezh dugelezh Breizh. En amzer-se e oa ar c’hastell d’an tiegezh Belmaner, a-du gant tiegezh Penteür. Ur verc’h da Yann IV Belmaner a zimezas da Charlez Dinan hag hemañ a greskas e zomani evel-se. Goude bezañ brezeliet a-du gant ar Gwesklin hag a-enep ar Saozon, ez eas Belmaner a-du gant Yann Moñforzh. Unan eus diskennidi ar Belmaner, Frañseza Dinan, a zimezas gant ur mab d’an dug, Jili Breizh. Hennezh a oa breur da Frañsez I. Gwarizi a vage ouzh e vreur ha gwall dost e oa d’ar Saozon, dre m’en doa tremenet ul lodenn eus e vugaleaj e Bro-Saoz. E 1446 e vo lakaet herzel Jili Breizh gant tud Frañsez I. Lazhet e voe en e gell e 1450. E dibenn ar XVvet kantved e c’houzañvas ar c’hastell adarre diwar ar brezel evit dizalc’hiezh Breizh : kemeret e voe gant armeoù Bro-C’hall e 1487 ha c’hwezhet e voe an tan ennañ. E 1499 e varvas ar berc’hennez, Frañseza Dinan, ha tremen a reas ar c’hastell neuze etre krabanoù tiegezh Laval, na reas ket kalz war e dro.

Daoust da se e voe adkempennet goude, memes tra, ha lakaet e-tailh da badout ouzh an armoù nevez gant danvez-tarzh. Lakaet e voe seziz warnañ meur a wech e-pad brezelioù ar C’hevre ; goude-se ez eas war an diskar ha dilezet e voe da vat en XVIIIvet kantved. Lod eus ar mein a voe implijet gant saverien tiez ar c’hornad…

Abalamour d’e istor ha d’e berc’henned eo anavezet kastell ar Gwildoù alies evel « Kastell Jili Breizh ».

Bremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust ma n’eo ket ken meurdezus kastell ar Gwildoù ha ma oa er Grennamzer, eo chomet en e sav betek hiziv, en un endro kaer. E 1951 e voe lakaet war roll ar monumantoù istorel hag e 1981 e voe prenet ar rivinoù gant departamant Aodoù-an-Arvor. Abaoe un nebeud bloavezhioù e vez furchet ar rivinoù, e-pad an hañv, da glask gouzout hiroc’h diwar-benn istor ar c’hastell.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.