Kastell Vincennes

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kastell Vincennes

Kastell Vincennes zo ur c'hastell eus ar XIVvet kantved a oa da rouaned Bro-C'hall, e-kichen Pariz. Gant e dour-meur 52 vetr uhelder emañ e-touez ar c'hestell uhelañ en Europa.

Da gentañ ne oa eno nemet un ti-chase a oa d'ar roue Loeiz VII, e koad Vincennes, er reter da Bariz. Dindan ren Fulup Aogust ha Loeiz IX e teuas da vezañ lec'h-annez ar roueed. Daou roue a zimezas eno (Fulup III e 1274 ha Fulup IV e 1284) ha tri roue a varvas eno (Loeiz X e 1316, Fulup V e 1322 ha Charlez IV e 1328).

Gant Fulup VI Valois e voe roet lañs da labourioù bras evit ober anezhañ ur c'hastell-kreñv ha sevel an tour-meur, war-dro 1337. Ganet e voe Charlez V eno hag ober a reas anezhañ e di-annez ha sez e c'houarnamant hag e velestradur. En tour-meur e voe toullbac'het tud brudet, evel Herri III Navarra (Herri IV Bro-C'hall) er c'hastell, e-pad ar Brezelioù a relijion, pe c'hoazh Jean-François Paul de Gondi, kardinal Raez, ha Nicolas Fouquet.

Loeiz XIV a lakaas sevel div gazel nevez, treset gant Louis Le Vau, a-raok dilezel kastell Vincennes ha lakaat sevel kastell Versailhez. En XVIIIvet kantved e oa ur prizon ma voe bac'het tud evel markiz Sade, Mirabeau ha Diderot. Goude an Dispac'h Gall, e 1796, e teuas da vezañ un arsanailh evit an arme. Labourioù bras a voe graet ennañ da neuze. Distrujet e voe an ti-chase eus mare Loeiz IX ha savet e voe savadurioù nevez.

Ar jeneral Pierre Daumesnil, a oa bet anvet da c'houarnour ar c'hastell gant Napoleon, a zifennas anezhañ e-pad 5 miz, e 1815, pa oa bet lakaet seziz warnañ gant soudarded Prusia. Dindan ren Napoleon III e voe adkempennet ar savadurioù gant Eugène Viollet-le-Duc hag adaozet al liorzh. Mata Hari, a oa bet tamallet dezhi bezañ spierez evit Alamagn e-pad ar Brezel-bed Kentañ, a voe fuzuilhet e fozioù kastell Vincennes d'ar 15 a viz Here 1917. E 1944 ivez e voe fuzuilhet 30 den eno, tud bet harzet gant an Alamaned.

Hiziv an deiz eo perc'hennet ar c'hastell gant Ministrerezh gall ar Sevenadur ha hini an Difenn. Er c'hastell emañ dielloù an arme, e servij istorel Ministrerezh an Difenn (Service Historique de la Défense).

Liammoù diavez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.