Kastell Trevare

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kastell Trevare, gwelet eus tu ar c'hreisteiz

Emañ Kastell Trevare[1] e kumun Sant-Wazeg, e Kerne.

Istor[kemmañ]

Graet e vez anezhañ Maner Trevare ivez ha lesanvet e vez ar Maner Ruz (abalamour da liv ruz ar mogerioù brikennoù).

Savet e voe etre 1893 ha 1907, ouzh tor Roc'h an Aotrou, er Menez Du, gant an tisavour Walter-André Destailleur evit James de Kerjégu, ur politikour genidik eus Sant-Wazeg a voe kannad ha prezidant ar c'huzul-departamant. Fellout a rae da hennezh lakaat sevel war e zouaroù ur savadur a vije ennañ an holl aezamantoù a oa en e amzer : tommerezh kreiz, dour tomm e pep lec'h en ti, privezioù, saverez... Mervel a reas nepell goude ma vije echu al labourioù, e 1908. D' e verc'h hag e vab-kaer e tremenas ar c'hastell met ul lec'h vakañsiñ e oa evito ha biskoazh ne voe tud o vevañ ennañ ingal e gwirionez.

E 1941 e voe ac'hubet ar c'hastell gant ofiserien alaman, a chomas o lojañ ennañ a-hed an Eil Brezel-bed. Bombezet e voe gant kirri-nij Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) d'an 30 a viz Gouere 1944.

Dilezet e voe goude ar brezel. Adprenet e voe gant kuzul-departamant Penn-ar-Bed e 1968. Tamm-ha-tamm eo bet adkempennet ar c'hastell hag al liorzh tro-dro, abaoe.

Ar c'hastell[kemmañ]

Ul lodenn eus ar c'hastell
Ar c'hastell, gwelet eus tu an hanternoz

Savet eo bet ar c'hastell gant greunit Kersanton ha gant brikennoù. E 1904 e oa bet dibabet da vezañ kinniget e diskouezadeg hollvedel Chicago. Abaoe 2009 emañ war roll ofisiel ar monumantoù istorel ar c'hastell ,ar chapel, lojeiz an implijidi, ar marchosi, hag an atant arnodel zo stag outañ. [2]. Ne c'haller gweladenniñ nemet ul lodenn eus ar c'hastell ha degemer a ra diskouezadegoù ingal..

Al liorzh, Sant Huber ha moc'h gouez: ul lid d'ar chase[kemmañ]

Poulloù dour liorzh an azginivelezh gant ar pemoc'h gouez en e gustod
Feunteun Sant Huber en hanternoz d'ar c'hastell

Emañ al liorzh 170 devezh arat war roll al « liorzhoù heverk » [3]. abaoe 2006. Savet e oa bet evit reiñ ton d'ar chase. Un tem a zeu en-dro ingal a-hed an alezioù. Ijinet e oa bet diwar batrom liorzhoù ar 17 vet hag an 18 vet kantved. Sant Huber patrom ar chase a zo gouestlet ur chapel dezhañ met ur feunteun ivez e kreiz al liorzh en hanternoz d'ar c'hastell.

El liorzh doare an azginivelezh e kornog ar chapel e kaver ivez poulloù dour gouestlet d'ar chase , ur pezh pemoc'h gouez en e gustod a-us dezho. Ar chase a zeu en dro c'hoazh gant delwennoù ar vugale mistri chas. Ar fabrikoù a oa stalioù labour evit al liorzhourien gwechall zo bet adkempennet evit bezañ ul lodenn eus al liorzh gant ur feuntenn hag ul lamm dour. Beolioù ha feunteunioù e leizh a zo a-hed alezioù al liorzh Meur a liorzh disheñvel a weler war an domani. Ul liorzh italian gant e boull dour, liorzh al lamm dour e lec'h ma oa ar fabrikoù gwechall, ar park mod saoz gant dastummadegoù plant a zegas brud d'al liorzh,Rhododendron, Camellia, Fuchsia, Hydrangea da skouer. E reter ar c'hastell zo bet savet liorzhioù modern diwezhatoc'h, evel al liorzh «Bleiz pelec'h maout?, ur seurt milendall gant plant savet en dro d'ur bleiz kuzhet a-dreñv ur speurenn goad. A-hed ar bloaz e vez diskouezadegoù war domani Trevare, tro dro d'ar plant evel just met ar vuhez arzel dre vras ivez.

Feunteun ar Fabrik
Chapel Sant Huber

Notennoù[kemmañ]

  1. e galleg e skriver peurliesañ "Trévarez", met n'eus Z ebet er stumm orin brezhonek, a oa skrivet « Trevaray » e 1426. Diwar levezon ar stumm gallek e kaver an daou stumm Trevare ha Trevarez er skridoù brezhonek. Trevare eo ar stumm erbedet gant Ofis Publik ar Brezhoneg ([1])
  2. Ministère de la Culture, base Mérimée, PA00090415 ha IA29000217
  3. Ministère de la Culture, base Mérimée, Notice IA29000217

Taolenn[kemmañ]

Gourenerion e gourliorzh ar c'hastell gant Adolphe Pierre Leleux

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.