Kastell Powys

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kastell Powys, gwelet eus ar c’hreisteiz, gant al liorzhoù brudet.

Kastell Powys (lesanvet Castell Coch, « Kastell ruz ») zo ur c'hastell eus ar Grennamzer, e-kichen Y Trallwng, e reter Kembre.

Kastell Powys e oa kavell priñsed Powys er Grennamzer ; n’eo ket ur c’hastell a voe savet gant ar Saozon, p’o doa aloubet Kembre, evel re Caernarfon, Conwy pe Harlech. Koshoc'h eo. En XIIIvet kantved e savas a-du priñsed Powys gant Bro-Saoz hag a-enep priñsed Gwynedd. E 1284, goude aloubidigezh Kembre gant arme Edouarzh Iañ ha marv Llywelyn ap Gruffudd, eus Gwynedd, e tilezas priñs diwezhañ Powys, Owain ap Gruffudd ap Gwenwynwyn, e ditl a « roue » ha touiñ a reas le da roue Bro-Saoz. Anvet e voe da varon, en eskemm. Eus 1200, pe war-dro, eo al lodennoù koshañ eus ar c’hastell met adkempennet eo bet meur a wech abaoe hag ar c’hastell zo bremañ n’en deus ket un tres kozh.

Brudet eo kastell Powys abalamour d’e liorzhoù giz "barok", krouet e dibenn ar XVIIvet kantved (gant al liorzhour gall Adrien Duval marteze) ha kempennet meur a wech en XIXvet hag e deroù an XXvet kantved. E dalc’h tiegezh konted Powys eo chomet ar c’hastell betek dibenn an XXvet kantved. Met perc’hennet eo gant an National Trust abaoe 1952 ha digor e vez ar c’hastell koulz hag al liorzhoù d’ar weladennerien.

Ur mirdi zo er c’hastell, anvet « Mirdi Clive », diwar anv Robert Clive (1725-1774), unan eus konted Powys, en doa dastumet a-hed e vuhez a bep seurt traoù en Italia, Bro-Saoz, Bro-C’hall hag Indez : arrebeuri, taolennoù, gwiadoù, traezoù arc’hant hag ivor.[1]

Gwelet ivez[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. [1] National Trust - The Clive of India Collection

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.