Kastell La Hunaudaye

Eus Wikipedia
MONUMANT Monumant istorel ISTOREL

Dismantroù kastell La Hunaudaye, e tu ar mervent

Kastell La Hunaudaye a chom dismantroù anezhañ e kumun Pledeliav e reter departamant Aodoù-an-Arvor. Gallout a reer gweladenniñ anezho an hanter eus ar bloavezh, etre miz Ebrel ha miz Du.

Ur c'hastell pempkornek eo, gant 5 tour, unan e pep korn, ha mogerioù uhel etrezo. N’eus tour-meur ebet ; douvezioù leun a zour zo en-dro d’ar c’hastell. Ur chapel a oa en estaj uhelañ tour ar gevred. Distrujet e oa bet an toennoù da vare an Dispac'h gall ha n’int ket bet adsavet abaoe, daoust ma’z eus bet labourioù adkempenn.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e voe ar c'hastell en XIIIvet kantved gant an tiegezh Tournemine o doa bet aotre digant Pêr Brizhkloareg. An nor da vont da Benteür e oa kastell an Hunaudaye, savet adalek 1220. Kalz a zistruj a voe graet d’ar c’hastell e 1341, e-pad Brezel Hêrezh Breizh, met adsavet e voe goude-se etre dibenn ar XIVvet ha kreiz ar XVvet kantved. Da vare an Azginivelezh e voe graet labourioù el lojeiz d’ober eus ar c'hastell-kreñv ul lec'h-annez kletoc'h. Kalz a zistruj a voe avat e-pad an Dispac'h gall hag en XIXvet kantved e voe tennet kalz a vein eus ar c'hastell, en doa kollet e doenn, e bont-gwint, e blañchodoù, e arrebeuri.

E miz C'hwevrer 1922 hag e miz Du 1930 e oa bet lakaet an dismantroù anezhañ da vonumant istorel ha prenet e oant bet gant servijoù ar Stad. Labourioù zo bet graet abaoe evit startaat an tourioù hag ar mogerioù. E 2008 e oa bet gwerzhet gant Ministrerezh ar Sevenadur da Guzul-departamant Aodoù-an-Arvor. Aboae ar mare-se e vez digor d’ar weladennerien.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.