Kastell Kronborg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kastell Kronborg

Kastell Kronborg a zo ur c'hastell e Danmark, e-kichen kêr Helsingör, war enez Sjælland, a-dal da aod Sveden. Lakaet e oa bet war roll savadurioù Glad an denelezh, gant UNESCO, e 2000[1].

Eus mare an Azginivelezh eo ar c'hastell-se, pa oa bet savet adalek 1574. Ur plas a bouez en deus bet en istor broioù Skandinavia, etre ar XVIvet hag ar XVIIIvet kantved[1]. Asambles gant kreñvlec'h Helsingborg[2], e Sveden, en tu all d'ar mor, e roe an tu da gontrollañ an tremen dre strizh-mor an Øresund da vont d'ar Mor Baltel.

Un arouez istorel eo c'hoazh evit tud Danmark. Ha brudet eo ivez evel kastell ar roue en drajedienn Hamlet, skrivet gant William Shakespeare.[1]Anvet eo "Elsinore" er pezh-c'hoari, diwar an anv Helsingör. C'hoariet e oa bet Hamlet e kastell Kronborg e 1816, da verkañ 200vet bloavezh marv ar skrivagner. Hag adc'hoariet eo bet eno meur a wech abaoe.

Notennoù[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

  1. 1,0 1,1 1,2 Kastell Kronborg, lec'hienn UNESCO (galleg pe saozneg).
  2. Ne chom anezhañ nemet un tour, tour Kärnan