Kastell Frederiksborg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kastell Frederiksborg.
Diabarzh ar c'hastell (Riddersalen, "sal ar varc'heien").

Kastell Frederiksborg (Frederiksborg slot e daneg) zo ur c'hastell eus Danmark hag a voe savet evit ar roue Christian IV e Hillerød war enezennoùigoù al lenn Slotssø (« lenn ar c'hastell ») etre 1560 ha 1630. Ul liorzh vras zo en-dro dezhañ. Ur palez eus mare an Azginivelezh eo, an hini brasañ e Skandinavia. Ennañ e voe rouaned Danmark o chom hag ennañ e voent kurunet. Arouez ar rouantelezh eo neuze. Hiziv ez eo « Mirdi an Istor Broadel » (Det Nationalhistoriske Museum), ur mirdi livadurioù.

Eus 1560 eo al lodennoù koshañ eus ar c'hastell ha savet e voent gant ar roue Frederik II. Alese e teu e anv. Met gant ar roue Christian IV e voe lakaet sevel ar braz eus ar palez zo bremañ, etre 1602 ha 1620. Gervel a reas evit se un tisavour eus an Izelvroioù, Hans van Steenwinckel yaouank hag e vab Lorenz. Goude marv Christian IV e 1648, e voe kurunet meur a roue hag a rouanez all : Christian V, Frederik IV... betek an XIXvet kantved. E miz Kerzu 1859 e voe distrujet ul lodenn vat eus ar palez gant un tangwall hag adsavet e voe da c'houde.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.