Kastell Dinbych

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kastell Dinbych

Kastell Dinbych zo ur c’hastell eus Kembre a voe savet goude aloubadeg ar vro-hont gant ar roue saoz Edouarzh Iañ. Emañ war un dorgenn, dreist kêr vihan Dinbych, en hanternoz ar vro.

Moarvat e voe implijet al lec’h ken abred hag ar Grennamzer uhelañ hag e oa ur c’hreñvlec’h kembreat eno (« kastell » eo ster ar ger "din" a gaver en anv-lec'h Dinbych). Ar c’hastell mein a weler bremañ avat a voe savet gant Henry de Lacy, trede yarl Lincoln, a resevas an douar digant Edouarzh Iañ, goude trec’h hemañ war ar priñs Llywelyn ap Gruffudd, e 1282. Kêr Dinbych a voe savet d’ar mare-se ivez.

Rannet e oa ar c’hastell diouzh ar peurrest eus ar vro gant mogerioù-kreñv bras, evel kestell all savet e Kembre gant ar Saozon en amzer-se, Kastell Caernarfon da skouer.Un nor nemeti a oa da vont e-barzh ha difennet e oa an nor-se gant tri zour.

E 1400 e voe taget Dinibych gant soudarded Owain Glyndŵr. Gouzañv kalz a reas kêr met herzel ouzh ar seziz a reas annezidi ar c’hastell.

E-pad Brezel an Div Rozenn e voe taget ar c’hastell dre ziv wech gant nerzhioù Tiegezh Lancaster er bloavezhioù 1460, met ne zeujont ket a-benn da gemer anezhañ.

E-pad Brezel Diabarzh Bro-Saoz e voe lakaet seziz war ar c’hastell gant soudarded Cromwell er bloavezh 1646. Goude se e talvezas da doull-bac’h da lakaat ar roueelourien bet harzet e-pad ar brezel.

Goude distro Charlez II war an tron, e 1660, e voe dilezet ar c’hastell ha tamm-ha-tamm e kouezhas en e boull.

E dalc’h an aozadur Cadw emañ ar c’hastell bremañ.

Castell Dinbych.jpg

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.