Kastell Bodiam

Eus Wikipedia
Kastell Bodiam

Kastell Bodiam zo ur c'hastell eus ar Grennamzer e kêriadenn Bodiam, e Sussex, e kreisteiz Bro-Saoz.

Kroget e voe da sevel ar c'hastell e 1385, dindan ren ar roue Richarzh II, evit difenn ar vro tro-war-dro diouzh argadennoù a c'hallfe bezañ bet gant ar C'hallaoued e-pad ar Brezel Kant Vloaz. Savet e voe war skouer kestell pevarc'hornek Bro-C'hall pe Italia, gant fozioù leun a zour tro-dro. N'eus tour-meur ebet ennañ, met pevar zour ha mogerioù-kreñv etrezo. E dalc'h an tiegezh Dalyngrigge e voe e-pad pell hag er XVvet kantved e tremenas etre daouarn an tiegezh Lewknor. Lakaet e voe seziz warnañ e-pad Brezel an Div Rozenn.

E-pad Brezel Diabarzh Bro-Saoz, er XVIIvet kantved, e voe distrujet ar c'hastell met adkempennet e voe en XIXvet kantved. Gwerzhet e voe d'an National Trust e 1925 gant e berc'henn diwezhañ, Lord George Curzon. Bremañ emañ war roll ar savadurioù gwarezet (listed buildings) ha digor e vez d'ar weladennerien.

Abalamour d'e dres kaer eo bet implijet ar c'hastell meur a wech evit treiñ filmoù, evel Monty Python and the Holy Grail da skouer.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.