Kastalia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Nimfenn, hervez Herbert Draper.

Kastalia (Κασταλία, e gregach) a oa un nimfenn, pe naiadenn, e mojennoù Hellaz kozh, merc'h pe d'an doue-stêr Kefissos hervez lod, pe d'an doue-stêr Ac'heloüs hervez lod all, ha c'hoar da Melania ha Dafnis.

Taolenn

[kemmañ] Mojennoù

Meur a vojenn zo diwar he fenn, hag en em zislavarout a reont a-wechoù.

Ur mab he doa, anvet Parnassos, a roas e anv d'ar Menez Parnassos.

Karet e oa gant Apollon, met hi a dec'has dirakañ, ha mont da guzhat e-harz ar Menez Parnassos (ar Menez Helikon a-wechoù). En em deurel a reas en ur feunteun, a zo bet roet hec'h anv dezhi feunteun Kastalia.

An hini a eve he dour a deue an awen dezhañ hag aliet e veze d'ar varzhed tañva anezhi ha selaou hiboud he red sioul.

Sakr e oa an dour-se ha servij a rae da c'hlanaat temploù Delfi.


[kemmañ] Lennegezh

[kemmañ] Lec'hanvadurezh

[kemmañ] Pennadoù kar

[kemmañ] Liamm diavaez

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all