Karrez hud

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
skouer ur c'harrez hud

E matematik e vez kenaozet ur c’harrez hud urzh n gant n2 niver anterin a vez disheñvel peurvuiañ ha skrivet dindan stumm un daolenn garrezek. Urzhiet e vez an niveroù-se evit ma vo kevatal sammad pep renkennad, pep kolonenn ha pep treuzvegell bennañ. Karrezioù hud a vez kavet evit pep urzh n ≥ 1 nemet n = 2, met diaes eo dec’hel kont eus n = 1 o vezañ ma n’eus dioutañ nemet ur gellig, enni an niver 1. Ar c’harrez hud bihanañ a zo diskouezet amañ a zo ur c’harrez hud urzh 3

Ar sammad digemm a zo e pep renkennad, kolonenn pe treuzvegell a vez graet an digemenn hud diouti, pe sammad hud, M. Digemenn hud ur c’harrez hud a zo suj da n hepken hag he zalvoudegezh a zo: M = \frac{n(n^2+1)}{2}.

Evit karrezioù hud a urzh n = 3, 4, 5, ..., e vez an digemenn hud: 15, 34, 65, 111, 175, 260, ...


Istor[kemmañ]

Skrid tennet diouzh Shams Al-ma'arif.

Anavezet e oa ar c’harrezioù hud gant Sinaiz adalek 650 kent J.K. ha gant matematikourien arab adalek ar VII kantved moarvat pa z eas an armeoù arab da aloubiñ gwalarn Bro Indez. Kelennet oa bet dezho gant matematikourien Bro-Indez ar steredoniezh hag ar matematik, hag ar matematik kediadurel da heul. Kavet eo bet ar c’harrezioù hud kentañ , a urzh 5 pe 6 en un holloueziadur bet embannet e Bagdad war dro 983. Holloueziadur ar Breudeuriezh hag ar Glanded (Rasa'il Ihkwan al-Safa). Karrezioù hud simploc’h a oa anavezet gant matematikourien arab a-raok. Lod eus ar c'harrezioù se a voe implijet diwezhatoc'h asambles gant lizherennoù hud evel e Sham Al ma'arif evit skoazellañ strobinellerien. An Arabed a vije bet ar re gentañ oc’h implijout anezho adalek an Xvet kantved evit o zalvoudegezh matematikel hepken. Ahmad al-Buni a embannas ul levr e lec’h ma leze a-gostez ar brizhkredennoù hud a oa stag outo betek hen war dro 1250. .

E Bro Sina e oa graet Luoshu : 洛书 eus ar c’harezioù hud hervez Levr ar stêr Luo . Taolennet e oant dindan stumm meur a arouez. Taolennet e voent gant sifroù e Bro Indez, al lec’h ma oa bet ijinet ar sifroù arab. Adkavet e vezont e meur a sevenadur eus Azia pe Europa, un dalvoudegezh relijiel dezho peurvuiañ.

Adkavet e vezont e levrioù hudouriezh Europa evel Alc’houez Salaün , Clavis Salomonis pe Clavicula Salomonis e latin, bet embannet etre ar XIV vet hag ar XVvet kantved, da vare an Azginivelezh Italian E 1510 e oa anv eus karrezioù hud nevez gant ar prederour alamant Cornelius Agrippa (1486-1535), un dalvoudegezh relijiel dezho atav. Skrivañ a reas al levr De Occulta Philosophia e lec’h ma embann un deorienn o veskañ astrologiezh ha karrezioù hud. O n’em ziazezañ war skridoù Marsalio Ficino ha Pico della Miranda e tisplege perzhioù seizh karrez hud adalek an urzh 3 betek an urzh 9, pep hini anezho o vezañ stag ouzh pep a blanedenn astrologel . Al levr-se en doa bet ul levezon bras tre en Europa betek an Enepdisivoud. Implijet e vez c’hoazh karrezioù hud Agrippa e lidoù hud a-vremañ.


Sadorn=15
4 9 2
3 5 7
8 1 6
Yaou=34
4 14 15 1
9 7 6 12
5 11 10 8
16 2 3 13
Meurzh=65
11 24 7 20 3
4 12 25 8 16
17 5 13 21 9
10 18 1 14 22
23 6 19 2 15
Heol=111
6 32 3 34 35 1
7 11 27 28 8 30
19 14 16 15 23 24
18 20 22 21 17 13
25 29 10 9 26 12
36 5 33 4 2 31
Gwener=175
22 47 16 41 10 35 4
5 23 48 17 42 11 29
30 6 24 49 18 36 12
13 31 7 25 43 19 37
38 14 32 1 26 44 20
21 39 8 33 2 27 45
46 15 40 9 34 3 28
Merc'her=260
8 58 59 5 4 62 63 1
49 15 14 52 53 11 10 56
41 23 22 44 45 19 18 48
32 34 35 29 28 38 39 25
40 26 27 37 36 30 31 33
17 47 46 20 21 43 42 24
9 55 54 12 13 51 50 16
64 2 3 61 60 6 7 57
Loar=369
37 78 29 70 21 62 13 54 5
6 38 79 30 71 22 63 14 46
47 7 39 80 31 72 23 55 15
16 48 8 40 81 32 64 24 56
57 17 49 9 41 73 33 65 25
26 58 18 50 1 42 74 34 66
67 27 59 10 51 2 43 75 35
36 68 19 60 11 52 3 44 76
77 28 69 20 61 12 53 4 45

Ar c'harrez hud urzh 4 a weler en engravadur Melencolia gant Albrecht Dürer a zo sañset bezañ ar wech kentañ e oa implijet ur c'harrez hud en arz en Europa.

Melencolia gwelet a-dost

Heñvel eo ouzh karrez Yang Hui a oa bet krouet wardro 250 vloaz Kent J.K. Kavet e vez ar sammad 34 er renkennadoù, er c'holonennoù, en treuzvegelloù, hag e pep strollad pevar kellig, hini ar c'hreiz ha re pep korn ar c'harrez. Ar sammad zo heñvel pa ouzhpenner niveroù pep korn ar c'harrez (3+8+14+9) ha sammad niveroù kreiz an div golonenn diavaez pe an div renkennad diavaez. (5+9+8+12 and 3+2+15+14). Ar bloavezh e oa bet savet ar c'harrez a zo roet gant an daou niver zo e kreiz renkennad an traoñ 1514. An niveroù 1 ha 4 a-bep tu eus an deiziad 1 ha 4 a dalvez al lizherennoù A ha D, pennlizherennoù anv an arzour.

16 3 2 13
5 10 11 8
9 6 7 12
4 15 14 1

Karrez hud a zo bet implijet un tamm mat e romant Dan Brown The Last Symbol bet embannet e 2009.

Ar c'harrez hud ouzh talbenn iliz ar Sagrada Família

Ouzh talbenn iliz ar Sagrada Familia e Barselona e kaver ur c'harrez hud urzh 4. 33 eo an digemmenn hud, oad Jezuz Krist pa oa marvet. Heñvel eo en e frammadur ouzh Karrez Hud Dürer.

1 14 14 4
11 7 6 9
8 10 10 5
13 2 3 15

N'eo ket ur c'harrez hud reizh avat rak div wech e kaver an niveroù 10 ha 14 ha mankout a ra an niveroù 12 ha 16 , gant-se ne heulier ket ar reolenn 1→n2

Karrez Hud, kodoù ha kemennoù kuzh[kemmañ]

Ar c'harrezioù hud a zo bet implijet da rinoù pe godoù evit kuzhat stêr kemenn kuzh. Lakaet e vez ar c'hemenn da guzhat war ur c'harrez hud. Evit digodañ anezhañ e ranker kaout ar c'harrez hud a glot ha plasañ en-dro pep lizherenn en urzh vat hervez an niver enskrivet ouzh pep kelig eus ar c'harrez hud.a zigouezh.

At Macworld Expo 2009, Apple Inc. Kengrouer Apple Steve Wozniak a savas ur c'harrez hud goude bezañ goulennet ouzh ar selaouerien dibab un digemenn hud.

Kemenn enkodet : SRAZEMAUDZHRRUHK

S R A Z
E M A U
D Z H R
R U H K

Karrez hud Dürer eo ar c'hod kuzh

16 3 2 13
5 10 11 8
9 6 7 12
4 15 14 1

Ar C'hemenn digodet: KARREZHUDMARZHUS “Karrez hud marzhus”

K A R R
E Z H U
D M A R
Z H U S