Karrbont Klison

Eus Wikipedia
Karrbont Klison dreist ar stêr Moine

Karrbont Klison zo ur c'harrbont maen e Klison dreist ar stêr Moine. Savet e voe e 1841. En argrec'h da Pont Sant Anton emañ. 124 metrad hed, 8.60 metrad ledander ha 14.80 metrad uhelder eo. Pempzek gwareg en deus.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diaes e oa da armeoù ar Republik mont e-barzh garzhaoueg ar vro e-pad Brezel Vande. Krog e voe ar galloud kreiz da soñjal sevel hentoù dizañjer hag aes da kemer ganto. Adlusket e voe ar mennozh gant ar gouarnamant e-pad Chouanerezh 1832. Savet e voe raktres ar pont e 1835 gant an ijinour Jégou. Echu e voe e savidigezh e 1841 gant ur c'houst izel awalac'h (184 036 lur).

D'an 30 a viz Eost 1944 e lakaas soudarded an Trede Reich da darzhañ div volz hag a voe adsavet nebeut amzer goude.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.