Karoline von Pfalz-Zweibrücken

Eus Wikipedia
Henriette Karoline von Hessen-Darmstadt, war-dro 1750, poltredet gant Antoine Pesne. (Schlossmuseum Darmstadt)
Karoline Henriette von Hessen-Darmstadt

Karoline Henriette Christine Philippine Luise von Pfalz-Zweibrücken, ganet d'an 9 a viz Meurzh 1721 en Straßburg, ha marvet d'an 30 a viz Meurzh 1774 en Darmstadt, a oa dre zimeziñ langravez Hessen-Darmstadt. Lesanvet e oa al langravez veur, pe die Große Landgräfin en alamaneg.

Merc'h henañ an dug Christian III von Zweibrückende-Birkenfeld ha Caroline von Nassau-Sarrebruck e oa. Savet e voe en Elzas evel he breudeur ha c'hoarezed.


Landgravez Hessen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Eost 1741, da 20 vloaz, e timezas e Zweibrücken da Ludwig IX von Hessen-Darmstadt. Ur falldimeziñ e voe: Karoline a oa troet gant ar sonerezh hag al lennegezh, he fried a oa ur jeneral prusian ha ne wele nemet dre arz ar brezel. Dispartiañ a rejont abred: hi a oa o chom e Bouxwiller, ha Ludwig e Pirmasens, en tu all d'ar Roen.

Kenskrivañ a reas gant ar roue Frederig II Prusia, ha bez e oa unan eus ar maouezed ral en deveze un tamm istim oute. Ur verc'h dezhi a zimezas d'ur mab dezhañ.

Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eizh bugel o doe.