Karoline von Günderode

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Karoline von Günderrode, poltredet gat ul livour dizanv, war-dro 1800, Mirdi Istorel Frankfurt am Main.

Karoline von Günderode , pe Karoline Friederike Louise Maximiliane von Günderrode (1780-1806), a oa ur varzhez romantel alaman, ganet e Karlsruhe. Mignonez e oa da Bettina von Arnim.

He buhez[kemmañ]

Kentañ bugel he zud e oa, ha pemp all a voe war he lerc'h. Tud a noblañs paour e oant. En 1797, pa oa 17 vloaz, ez eas da chom en un ti evit merc'hed paour ha dizimez eus an noblañs e Frankfurt, ma c'hallfe bevañ en un doare dereat hag enorus en ur glask ur pried.

Karoline he devoa mil boan gant lec'h ha dever ar merc'hed er gevredigezh. Skrivañ a reas: "Perzhioù ar baotred ha re ar merc'hed , evel ma vezont komprenet, a zo skoilhoù d'an denelezh".

Un deiz, en ur fest bennak, en em gavas gant Friedrich Carl von Savigny hag e karas anezhañ rak-tal. Eñ a reas kemend-all. Ma c'hortoze Karoline von Günderrode e c'houlennje he dorn. Savigny avat a zivizas eurediñ da Kunigunde von Brentano, ur plac'h stabiloc'h, petra bennak ma ne oa ket ken speredek marteze.

Goude taol trubaderezh Savigny e labouras Karoline war ar gwerzaouiñ. Unvaniñ ar vuhez hag ar skrivañ a felle dezhi. En hec'h oberennoù e krouas maouezi kreñv ha harozel, evel Hildegun ha Nikator ha Mora. En he skridoù e flemme uhelvennad kevredigezh bourc'hizien ar marevezh hag al lec'h a veze miret d'ar wazed ha d'ar maouezed.

En 1804 e tegouezhas gant ar yezhour ha hendraour Georg Friedrich Creuzer. Dimezet e oa Creuzer, met daoust da se e voe un darempred etre Karoline von Günderrode hag eñ. Goulenn a reas Creuzer digant e wreg ha prest e oa da zizimeziñ, ha hi da asantiñ. Abalamour d'an anken da-heul ar reuz a savas e klañvas Creuzer. Evit mervel gant Creuzer en em lazhas Karoline von Günderrode gant ur gontel.[1]

Notennoù[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.