Karoline Auguste Bavaria

Eus Wikipedia
Karoline Charlotte Auguste von Bayern

Karoline Auguste Bavaria pe Karoline Charlotte Auguste von Bayern en alamaneg (Mannheim 1792–1873 Wien) a oa ur briñsez eus Bavaria. Merc'h e oa da Masimilian Iañ Jozeb, kentañ roue Bavaria, ha d'e bried kentañ Auguste Wilhelmine von Hessen-Darmstadt.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1808-1814[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e voe gant he zad da 16 vloaz, da Wilhelm Iañ Württemberg, da virout ouzh an impalaer gall Napoleon da rediañ anezhi da zimeziñ hervez e youl, rak a-du gant Napoleon e oa rouantelezh Bavaria, ha plegañ d'an impalaer a ranke Masimilian ober. Goude an eured e lavaras Wilhelm, he fried, dezhi : « Aberzhet omp d'ar politikerezh ». Bevañ a rae pep hini en e du er palez ha ne voe ket sevenet ar briedelezh. Karoline Auguste a dremene hec'h amzer o skrivañ lizhiri d'he breur Ludwig Iañ hag o teskiñ italianeg ha saozneg. Freuzet e voe an dimeziñ gant ar pab Pius VII evit ma c'halljent dimeziñ hervez al lidoù katolik.

E miz Here 1816 e timezas da Franz Iañ, Impalaer Aostria, roue Hungaria ha Bohemia. A-raok an eured-se e veze lavaret Charlotte anezhi, goude ne voe nemet Caroline.

Dimezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div wech e timezas Karoline eta:

Bugel ebet n'he doe.