Karnel Plougastell-Daoulaz

Eus Wikipedia

Ur garnel eus penn-kentañ ar XVIIvet kantved gouestlet da Santez Anna a oa gwechall. Distrujet e voe pa voe adkempennet an iliz en XIXvet kantved. Emañ ar garnel a-vremañ er vered vras en hanternoz d'an iliz. Savet e oa bet e 1657 e parrez ar C'hloastr-Pleiben. Goude marc'hatadennoù hir e oa deut a-benn an Aotroù Bourles, person Plougastell da gaout an aotre e vefe kaset ar savadur da Blougastell. Staliet e voe el lec'h m'emañ bremañ e 1954.