Karl Wilhelm Ferdinand von Braunschweig

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Duke Ferdinand of Brunswick-Wolfenbuettel (1721–1792).JPG

Karl Wilhelm Ferdinand Braunschweig (1735 Wolfenbüttel - 1806, Ottensen), anavezet ivez evel Karl II Wilhelm Ferdinand von Braunschweig, pe Dug Braunschweig-Lüneburg, ur stad alaman eus an Impalaeriezh santel roman german, a oa priñs ha soudard a vicher, jeneral en arme Prusia, ha pennjeneral ( Generalfeldmarschall) an armeoù alaman a-enep Napoleone Buonaparte e deroù an XIXvet kantved. Kar e oa da roue Prusia dre e vamm, ha breur-kaer e oa da George III, roue Bro-Saoz, dre ma oa dimezet d'e c'hoar Augusta von Hannover.


E vuhez[kemmañ]

Mab e oa d'an dug Karl Iañ von Braunschweig-Wolfenbüttel ha da Philippine Charlotte von Preußen , merc'h da roue Prusia.

Un deskadurezh vat en doa bet. Beajiñ a reas en Izelvroioù ha dre Vro-C'hall en e yaouankiz, hag en Alamagn ivez. Servij a reas en arme dindan e eontr Ferdinand von Braunschweig-Lüneburg. Kentañ tro ma'z eas da vrezeliñ avat a voe dindan dug Cumberland e 1757.

E 1780, da 45 bloaz , e voe anvet da zug war-lerc'h marv e dad, Karl Iañ.

Brudet e oa evel ur mestr war ar brezelekaat en XVIIIvet kantved, evel den a sevenadur ha despot madelezhus, hervez patrom Frederig II Prusia.


Den a sevenadur ha spered sklerijennet[kemmañ]

Goude echuet Brezel ar Seizh vloaz ez eas da Vro-Saoz gant e wreg, merc'h da Frederig, priñs Kembre. En 1766 ez eas da Vro-C'hall ma voe degemeret gant enorioù, saludet gant e enebourien. E Pariz e reas anaoudegezh gant Jean-François Marmontel. Goude ez eas da Suis hag e weladennas Voltaire. Ur pennad e chomas e Roma da studiañ traezhoù an Henamzer, a-gevret gant Johann Joachim Winckelmann. Goude un droiad da vetek Naplez e tistroas da Bariz, hag alese d'ar gêr. Chom a reas da c'houarn e zugelezh er bloavezhioù goude. Gant skoazell e vinistr Feonçe von Rotenkreuz e teuas a-benn da virout ouzh kas e stad da baour-du gant ar brezel. Soudard kentañ e amzer a felle dezhañ bezañ. Pennkomandant an armeoù unanet e vo.

Jeneral an arme alaman unanet[kemmañ]

Charlez II von Braunschweig.

Entre 1763 ha 1787 ne gemeras perzh nemet ur wech e-pad Brezel Hêrezh Bavaria, ha ne badas ket pell; diwezhatoc'h e kasas an arme da aloubiñ an Izelvroioù. Trec'h e voe buan, hep skuilhañ gwad. En 1806 e kollas e wreg hag e vab henañ. Daoust da se, ha war c'houlenn rouanez Prusia Luise von Mecklemburg-Strelitz, e kemeras penn arme Prusia.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ]

Dimeziñ a reas e 1764 da Augusta von Hannover (1737-1806), merc'h da Frederick, priñs Kembre ha merc'h-vihan da George II .

Seizh bugel o doe:

Un dimeziñ politikel e oa e hini, ha ne oant ket tomm an daou bried an eil ouzh egile. Serc'hed en doe, ha dreist-holl Maria Antonia Branconi ha Louise Hertefeld. Diseblanted Augusta avat a veze kontedt da vout rogoni, ha monta rae an teodoù en-dro diwar he c'houst, dreist-holl peogwir eoa nammet he mibien henañ.

A bep seurt[kemmañ]

Perzh a gemere en ur gevredigezh kuzh, Der Illuminatenorden

Lennadurezh[kemmañ]

  • Lord Fitzmaurice, Charles W. F., duc de Brunswick (Londres, 1901); mémoire de Allgemeine deutsche Biographie, vol. ii. (Leipzig, 1882).
  • Arthur Chuquet, Les Guerres de la Révolution : La Première Invasion prussienne (Paris).
  • Jean-Charles Volkmann, Généalogies des Rois et de princes, Édition Jean-Paul Gisserot (1998).