Karl Anton August von Schleswig-Holstein-Sonderburg-Beck

Eus Wikipedia
Friedrich Karl Ludwig, Dug Schleswig-Holstein-Sonderburg-Beck (1757 - 1816), mab Karl Anton August von Schleswig-Holstein-Sonderburg-Beck.

Karl Anton August, Priñs Schleswig-Holstein-Sonderburg-Beck (1727, Marburg-1759, Stettin) a oa mab da Peter August, Dug Schleswig-Holstein-Sonderburg-Beck ha d'ar Briñsez Sophie von Hessen-Philippsthal.

Dimeziñ ha bugel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Mae 1754 e timezas Anton (e anv boas) d'e geniterv Friederike zu Dohna-Leistenau (1738-1785) en Königsberg. Ur mab o doe :

E varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas Anton e 1759, da 32 vloaz, diwar gloazoù tapet er Brezel Seizh Vloaz. Se zo kaoz ne voe ket dug Schleswig-Holstein-Sonderburg-Beck, rak bev e oa e dad Peter atav. Pa varvas an dug Peter ez eas an dugelezh gant e vab-bihan, Friedrich, mab nemetañ Anton.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Huberty, Michel; Giraud, Alain; Magdelaine, F. & B. (1994) L'Allemagne dynastique, Volume 7, ISBN 2-901138-07-1, p. 166