Karl Adolph Gjellerup

Eus Wikipedia
Karl Adolph Gjellerup

Karl Adolph Gjellerup a oa ur skrivagner danek eus enez Sjælland. Ganet e oa bet d’an 2 a viz Mezheven 1857 ha marvet e oa d’an 13 a viz Here 1919, e Dresden, en Alamagn.

E 1917 e voe roet Priz Nobel al lennegezh dezhañ ha d'un Danad all, Henrik Pontoppidan.

E skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • En idealist (romant, 1878)
  • Germanernes Lœrling (romant, 1882)
  • Brynhild (drama, 1884)
  • Minna (romant, 1889)
  • Møllen (romant, 1896)
  • Pilgrimen Kamanita (romant, 1906)