Kaozeal:Zapotekeg Mitla

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

D'am soñj-me e vefe gwelloc'h skrivañ "Méc'hiko" pe "México", mar faot d'an dud merkiñ ar fonetik gwirion. Peogwir "Mec'hiko" zo wid "Mexico" = "Mexíco" goûd a-walc'h rit (e-gis e-barzh kanaouenn Luis Mariano marsen). Setu diskouezet ma siañs. -- RobinHood 3 Kzu 2005 da 20:21 (UTC)[respont]

ne gomprenan mann ebet! e spagnoleg eo heñvel México pe Méjico (an daou skritur zo mat) ha distaget e vez er memes mod anv ar vro hag hini ar gêrbenn. ha mar vez ezhomm ober mod 'brezhoneg tradicionel' e vije gwelloc'h ober gant 'bro-meksik' (hep kemmadur), kea? e peurunvan e skrivañ hag e peurunvan e vez skrivet Mec'hiko peurliesañ. pa vez skrivet e mod all e c'heller skrivañ 'meksik' mar vez c'hoant, ne ran forzh, met pa skriver e peurunvan e ranker doujañ d'an traoù evel m'emaint (nemet pa vezont faos pe ur fazi sklaer enne, evel-just). ma mar vez ret chom an tostañ posubl ouzh ar stumm orin (spagnoleg ne oa ket, anat dit!), perak ket: Bro-Mexitli, pe gwelloc'h c'hoazh 'bro bugale al loar'.... hervez an etimologiezh aztekek atav?? Neal 3 Kzu 2005 da 21:17 (UTC)[respont]

en brezhoneg ema an taol mouezh war an eil diwezañ, dre zefot. ho skritur ne verk ked taol-mouezh e-bed, setu e tiskouez un taol-mouezh fall. gwelloc'h mirout México pe Méjico, da ma soñj neuse, ewit respektiñ stumm gwirion ar ger. -- RobinHood 3 Kzu 2005 da 22:47 (UTC)[respont]

ne ouien ket me e oa doareoù-skrivañ brezhoneg a ver lec'h an taol-mouezh! soueuzhusat tra! dilún e vez skrivet ganin neuze, evel ivez kenavó pe petrá? ha penaos ober neuze evit diskwel hag-eñ eo digor pe serr ur vogalenn, da skwer gér ('mot') e bro-dreger? marteze e veze tu da implout an hacek ivez evit luziañ an traoù un tamm muioc'h avat... hag abalamour da betra e vefe ret d'ur ger kaout an taol-mouezh e brezhoneg evit en ur yezh all? ha penaos ober gant kallallit nunaat?? ha penaos ober evit tonennoù ar gerioù a orin sinaek? sinoù all c'hoazh 'michañs? stumm 'gwirion' ar ger, hen lâret a ran adarre, n'eo ket spanolek evel-just met aztekek. ha pelec'h e veze lakaet an taol-mouezh er yezh-se, evit gellout chom fiel outañ? Neal 3 Kzu 2005 da 23:08 (UTC)[respont]

ha lec'h an taol-mouezh n'emañ ket dre ret war an eil silabenn diwezhañ dre 'defot' evel-ma lârez. un afer morfologiezh eo ivez (petra, dilun, amann...) ha ret eo derc'hel kont eus an diforc'h etre ur vogalenn leun hag ar yod. ha chench a ra a lec'h da lec'h evel-just, ha n'eo ket nemet e bro-wened. ret e vefe skrivañ neuze, hervez an hini a gomz, brézh(o)neg, brezhóneg pe brezhóneg. hm, un diskloum (evel vez lâret e plouared), skrivañ un taol-maouezh e pep lec'h hag en un doare disheñvel, pep hini da didab: brêzhònég Neal 3 Kzu 2005 da 23:13 (UTC)[respont]

a-du ganeoc'h: ne haller skriviñ fonetikamant ar ger "México" gant ar skritur brezhoneg a-feçon, setu gwelloc'h laoskel anehañ en e stumm spagnoleg, pezh faote din lâred. -- RobinHood 3 Kzu 2005 da 23:23 (UTC)[respont]

evel m'emañ e spagnoleg? méxiko (n'eus 'x' ebet e brezhoneg, met diwar ar gallege evfe distaget 'ks' sur-mat!), pe 'méjiko' (da vezañ distaget [Z])? e mec'hiko e vez distaget /h/ ha n'eo ket /X/, meuze 'méhiko' hervezout? ale, ur reolenn skrivañ ha distageañ gant bep ur vro enni un yezh disheñvel... (pseurt diforc'h dsitagañ ez eus etre 'a-feçon', 'a-fecon', 'a-fesson' pe 'a-feson'? petra dalv ar 'ç' - klinkañ brav, tostaaat d'ar galleg?) ma teus c'hoant, diouer a ra ar pennad diwar-benn mec'hiko... Neal 4 Kzu 2005 da 08:52 (UTC)[respont]

  • "n'eus 'x' ebet e brezhoneg" !?! wid psort reson ? Me wel ur "ç", ur "c" ha ur "x" war ma c'hlavier : me ra gante.
  • en brezhoneg "c'h" etre diw vogalenn vez distaget /h/ iwe .
  • "feçon" zo deuet deus "façon" (latin "fact..." morvat). Skrived e oa gant "ç" a-raog Le Gonidec . A-hend-all, n'eus diferañs ebed etre "feçon" ha "fesson". Etre "c", "C", "c" ha "C" n'eus ked muioc'h.
  • "tostaaat d'ar galleg" evel just. why not ? (me oar lar pellaaat d'ar galleg 'n-heni c'houll an darn vrassañ deus an dud interesset gant ar brezhoneg hiriw an dez, beteg ijinañ ur sentaks absurd, lec'h ma vez laked forzh petra ba penn kentañ ar frasenn ... nemed ar sujed !)
  • Un artikl méxico ? Pa m-bo amser, marçen. -- RobinHood 4 Kzu 2005 da 16:49 (UTC)[respont]
  • A-du gant Neal. Ne dalv ket boan chom da arguzenniñ pa ne gas ket ar gaoz na neblec'h. Mec'hiko eo ar stumm skrivet standard e brezhoneg ha mat pell zo. Evit an distagañ e raio pep hini diouzh e damm deskamant, evel boas. --Fulup 4 Kzu 2005 da 17:39 (UTC)[respont]

war ma c'hlavier ez eus ur bern lizherennoù ivez - met dre chañs ne ran ket gante evit skrivañ e brezhoneg rak luziet a-walc'h e vefe evit lod lenn en arabeg (lizherennoù sipisial evit an novegeg zo ivez ma teus c'hoant). n'eus 'x' ebet en ur bern yezhoù skrivet gant al lizherenneg latin peogwir eo aezet a-walc'h ober heptañ, pe dre skrivañ 'ks' pe 'ch' - da lâret eo oc'h implijout lizherennoù all. e brezhoneg n'eus ket bet implijet an 'x' dre skrid abaoe nouspet kantved (nemet e vefe ganez-te... 4 Kzu 2005 da 18:04 (UTC)

ha skrivañ a rez evel-hen e galleg? Et se j'ay prins en ma faveur Ces doulx regars et beaux semblans De tres decevante saveur Me tresparsans jusques aux flans, Bien ils ont vers moy les piés blancs Et me faillent au grant besoing : Planter me fault aultres complans Et frapper en ung aultre coing. ha neuze, abalamour da betra e vefe ret skrivañ hervez ar gonideg e brezhoneg en XI5Xvet kantved? Neal 4 Kzu 2005 da 18:53 (UTC)[respont]