Kaozeal:Yezhoù keltiek

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
  • Mar plij, implij ar ger bro dirak kement bro zo tout zo un tech nevez eus ar yezh komzet na zegas netra nemet pounneraat ar yezh. Tost dibosupl eo ober ur gentel istor pe douaroniezh gant seurt doareoù-lavar eur strobet ganto ha n'int ket ret. Tud zo a laka kêr dirak kement anv kêr zo pa gomzont ivez. Boazamantoù komz int dreist-holl. En ur c'helc'hgeriadur eo gwelloc'h derc'hel d'ar stummoù a gaver er geriadurioù hag er roll embannet war ar geriadur unyezhek. Miromp implij bro pa vez ret-groñs : evit Bro-Saoz ha Bro-C'hall dreist-holl, hag evit Bro-C'hres ha Bro-Skos a-wechoù. --Fulup 23 Kzu 2005 da 09:31 (UTC)[respont]
A-du krenn gant Fulup, Klevet e vez koulz "Treger " ha "Bro-Dreger", koulz "Eusa" hag "Enez Eusa", "Oded" hag "Stêr Oded"... Greomp evit ar berrañ hag an eeunañ. Me soñje din ivez ne veze lakaet pennlizherenn ebet en anvioù ar yezhoù. Er geriadurioù e welan bepred "brezhoneg" ha n'eo ket "Brezhoneg". Ur reolenn a zo? Iskomandant Marc'heg 23 Kzu 2005 da 10:22 (UTC)[respont]
Anv ar broioù : An holl dud a anavezan a reont gant "Bro" dirak anv ar broioù boutin-tre (Bro Gembre, Bro Iwerzhon, Bro Skos, Bro Spagn, hkz...), en o zouez ez eus kelennerien skol-veur ha tud deuet (bzhgerien a-vihanig), neuze n'eo ket ijinet penn-da-benn lol. Me zo kustumet-tre gant ar stummoù gant "Bro", desket 'm eus istor ar broioù hag ar yezhoù keltek gant ar reizhad-mañ, diaes eo din ober gant un doare all... Bez' e c’haller ober gant an daou e-barzh ar skridoù ha lakaat ar stumm hep bro evit anv ar pajennoù nemetken...
"Brezhoneg" pe "brezhoneg" : Ne vez ket lakaet pennlizherennoù evit anv ar yezhoù, ober a ran gant ar pennlizherenn dre levezon ar Saozneg... Ar stumm "brezhoneg" zo ar stumm gwir hervez ar yezhourien, klask a rin ober e-giz-se (diaes e vo mes e rin ! lol).
--Breizhadig 23 Kzu 2005 da 15:37 (UTC)[respont]