Kaozeal:Yezhoù barbakoek

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
  • N'eur ket sur ez eus ar familh-yezh-se.
  • Evit ar gwambiaeg, reizhet an anv. Wam eo anv ar yezh e yezh ar vro. Wampía eo anv ar vro. Spagnoleg eo an adlizherenn "n". Gwelloc'h eo diazezañ ar ztumm brezhonek war "Gwambia-" eget war "Gwambian-", da'm meno.
  • Tennet em eus an en evezhiadenn (pe gwambiaeg-mogezeg, mogezeg) evit anv ar gwambiaeg. Ar ger Moguex implijet e-lec'h gwambiaeg a-wechoù n'eo nemet ar ger Nasa Yuwe (yezh amezek) evit envel ar Wambiaed.
  • Adrenket an totoroeg, n'eo nemet un rannyezh eus ar gwambiaeg (komprenezon zo).
  • Sklaer eo bremañ n'eus darempred ebet etre ar gwambiaeg hag an Nasa Yuwe (paezeg). Ur yezh digenvez (pe dirummad da nebeutañ) eo an Nasa Yuwe. Tennet em eus ar frazenn a liamme an daou.

Ur gudenn zo adarre gant ober hervez ar pezh zo da lenn war ar Wikipedia e saozneg pe herevz an Ethnologue. Amañ eo bet savet ar pennad diwar ar Wikipedia e saozneg (ganin eo bet lañset ivez!), gwell e vefe d'am soñj avat ober atav gant an Ethnologue dre ma'ch eo kalz klokoc'h (ha brudetoc'h e-touez ar yezhonourion/ezed...). Neal (Kaozeal) 3 C'hwe 2007 da 16:31 (UTC)[respont]

Setu renakadur Ethnologue:

  • Barbacoan
    • Andaqui
      • Andaqui
    • Cayapa-Colorado
      • Chachi
      • Colorado
    • Coconucan
      • Guambiano
      • Totoro
    • Pasto
      • Barbacoas
      • Awa-Cuaiquer
  • Ar gudenn bennañ eo e klasker kinnig renkañ yezhoù n'int ket bet deskrivet c'hoazh pe n'haller ket deskrivañ ken peogwir ez int marv ! Diouzh ar pezh a ouzon (yezhoù mervent Kolombia rak evit Ecuador n'anavezan ket) : Gwambiaeg ha totoroeg (tost-tre), stok-ha-stok e vevont ivez. Nasa Yuwe (= Paeseg), distag-krenn ha digenvez. Yezhoù disheñvel-kenañ. Klevet em eus an div ha studiet un tammig ivez. Evit doare e c'hallje bezañ un darempred etre ar gwambiaeg/totoroeg hag ar c'hwaikereg (pe aiwa).

Setu klozadenn Jon Landaburu (skrid meneget ganin er pennad) (p. 320) :

  • Div yezh disheñvel-kenañ eo ar paeseg hag ar gwambiaeg, kement evit ar pezh a sell ouzh ar gerioù evel ouzh ar struktur. Gant se, goulakaat ur gerentiezh etre an div, gant ar pezh a ouzomp hiziv a seblant bezañ arvarus-bras.
  • Evit doare, e hañval bezañ ur yezh digenvez eus ar paeseg hag e adstummoù (diforc'het nemeur).
  • Dedennus e vije labourat evit diazezañ keñveriadennoù etre ar gwambiaeg hag ar c'hwaiker anvet ivez aiwa.


ya, ur gudenn eo, met d'am soñj e c'heller ober hervez roadennoù Ethnologue (ha goût mat a ran n'int ket disi na tamm ebet) abalamour ma'c'h int ar re glokañ war ar marc'had (hag evit mann ouzhpenn). D'an neb a oar gwelloc'h da dont war-lerc'h da renkañ pe da gemmañ an traoù evel boaz evel-just. abaoe pell am bije ranket stagañ gant ur pennad diwar-benn ar galizeg, ur raktres chomet war ar stern, met n'oûn ket re e pelc'h kregiñ, met un afer all eo hounnezh... Petra a soñj dit diwar-benn Ethnologue kv. Wikipedia (léase: e saozneg)? Hervez am boa komprenet a-viskopazh eo difennet implijout ar Wikipedia evit embann mennozhioù pe damkanoù nevez ha diembann en a-raok e lec'h all - n'oûn ket gwall sur e toujer d'ar reolenn-se atav evit a sell ouzh ar yezhoù nebeutoc'h anavezet war ar wikipedia saoznek atav.... --Neal (Kaozeal) 3 C'hwe 2007 da 18:23 (UTC)[respont]