Kaozeal:Toullgorferezh
Neuz
n'emañ ket ma geriadurioù ganin. ha goût a oar unan bennaket penaos e vez lâret e brezhoneg:
- nuque : kilpenn
- gland : mezenn (ar c'halc'h)
- uretre : san droazh
- scrotum : gousac'h
- prépuce : beskenn
- anus : fraezh
- vagin : gouin
- pubis : askorn kaezour
- vulve : kourzh
- clitoris : ellig
- clitoral hood (saozneg) : mezenn an ellig
trugarez deoc'h en a-raok--Neal 20 Meu 2006 da 16:56 (UTC)
- Ha ne vefe ket bet gwelloc'h komz eus toullerezh korf (ober) amañ kentoc'h eget eus toulladur (disoc'h). --Fulup 21 Meu 2006 da 23:20 (UTC)
- gwir eo - soñjet em boa en ennañ met divizet am boa ober gant toulladur a-benn ar fin evit ma klotfe gant tatouadur, met ar gwir 'zo ganit hag e vo kemmet. mat e vije ivez d'az soñj lakaat tatouerezh e lec'h tatouadur?-Neal 22 Meu 2006 da 07:36 (UTC)
- Aze eo aesoc'h dispartiañ an tatouerezh (teknik an tatouañ) eus an tatouadur e-unan (tatou pe skeudenn bet tatouet). En em soñjet on un tammig war an termen "piercing" hag a-benn ar fin ne vefe ket fall, marteze, sevel ar ger toullgorfañ (war skouer toullgofañ) evit "ober ur piercing". Aesoc'h e vefe toullgorferezh da embreger eget toulladur korf. Ha toullgorfour a vefe evit ar vicher --Fulup 22 Meu 2006 da 10:43 (UTC)
- dispar. on o vont da gemmañ titl ar pennad diouzhtu. trugarez dit. a-hendall on o klak ur ger evit treiñ gay e saozneg (ne servij ket gay e brezhoneg anat eo!). n'oûn ket hag-eñ ez eus ur ger a vez implijet dija, met soñjet 'm eus e vije tu d'ober gant bliv da skwer evel ma reer e kembraeg gant hwyo. petra a soñjez?--Neal 22 Meu 2006 da 11:07 (UTC)
- N'eo ket aes. Pa glasker treiñ ar ger gay e brezhoneg en em gaver gant gerioù na lakaont ket da soñjal en heñvelreviaded tamm ebet. Ouzhpenn emañ kudenn an anvioù-gwan zo diaes da implijout da anv-kadarn e brezhoneg. Ret e vije kavout un termen disheñvel-mik met a virfe ar spered zo gant gay e saozneg memes tra. Ret e vije ivez kavout un termen a vefe degemeret gant ar gumuniezh gay brezhonek (din da c'houzout n'int ket gwall frammet evit c'hoazh). Aet eo pell ar ger gay e sevenadur an dud bremañ. Diaes e vo e zistroadañ. Pa n'eus termen gallek ebet kevatal dezhañ ne sant ket an dud an ezhomm da gaout un termen brezhonek evit se. --Fulup 22 Meu 2006 da 11:55 (UTC)
- dispar. on o vont da gemmañ titl ar pennad diouzhtu. trugarez dit. a-hendall on o klak ur ger evit treiñ gay e saozneg (ne servij ket gay e brezhoneg anat eo!). n'oûn ket hag-eñ ez eus ur ger a vez implijet dija, met soñjet 'm eus e vije tu d'ober gant bliv da skwer evel ma reer e kembraeg gant hwyo. petra a soñjez?--Neal 22 Meu 2006 da 11:07 (UTC)
- ya, gwir eo. marteze e vije tu d'ober gant gae rak gay a dalv sot evidin e brezhoneg (evel nay)--Neal 22 Meu 2006 da 12:01 (UTC)