Kaozeal:Teod

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Er skreudenn "Gwalenn en teod" ne welan gwalenn ebet - ur varrennig ne lâran ket. Neal (Kaozeal) 14 Kzu 2008 da 11:13 (UTC)[respont]

Gwir eo ne seblant bezañ gwalenn ebet hag, evel tud all zo, em boa bet re a fiziañs er skrid saoznek, ha troet ar ger "ring" a ya gant ar skeudenn. Met ma welez ur varrenn eo mat da zaoulagad: ne weler nemet boulloù. Marteze int peget? Bianchi-Bihan 14 Kzu 2008 da 17:49 (UTC)[respont]
N'eo ket grevus. Stag emañ an daou voullig ouzh pennoù ar varrennig... savet e vo p'am bo amzer ur pennad diwar-benn an doareoù bravigoù disheñvel implijet gant an toullgorferezh. Betek-hen er pennadoù em eus graet un diforc'h etre "barenn" ha "gwalenn" nemetken evit aesaat an traoù evit an dud n'int ket arbennigourion war an dachenn-mañ, met e gwirionez ez eus doareoù hag isdoareoù all. A-hendall on aet da welet war ar pennad e saozneg ha ne welan eno menneg ebet eus ur "walenn" ("ring"). A galon, Neal (Kaozeal) 14 Kzu 2008 da 18:07 (UTC)[respont]
Gwir eo n'eo ket ret krediñ kement tra a vez laret: setu neuze: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Teod&diff=423687&oldid=423607. Tongue ring a lennan gant ma lagad mat, netra gant egile. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2008 da 18:13 (UTC)[respont]
Aze emañ an dalc'h 'ta: anv ar skeudenn an hini eo. N'eus ket da fiziañ re: gwell atav lenn ar skrid stag ouzh ar skeudennoù mar bez anezhañ. Droug ebet n'eus forzh penaos. Gwir eo ivez, ne gomprenan ket perak en dije fellet da unan bennak ober "gwalenn" eus ur skeudenn hep gwalenn ebet enni, met se 'zo un afer all. Neal (Kaozeal) 14 Kzu 2008 da 19:29 (UTC)[respont]