Kaozeal:Talliom

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Tremen eus ur skrivad Taliom da Talliom [1]. Anzav a ran ne gomprenan ket kaer ar skrivadur diwezhañ-mañ. Moarvat evit un abeg gerdarzh (< thallos). Met penaos distagañ e brezhoneg «ll + i kensonenn»? E kembraeg e skrivont Thaliwm, gant un "l" hepken, ar pezh a gomprener aesoc'h.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Kzu 2012 da 20:03 (UTC)[respont]

Ma, heñvel eo ouzh ar pennad galliom bet savet ganit, mignon.
Ne c'hall ket Kembreiz skrivañ *talliwm rak div gensonenn eo "L" ha "LL" en o yezh (ur c'hemmadur LL/L zo e kembraeg — evel ma oa gwezhall e brezhoneg, s.o. YBBFK).
Me ne ran nemet heuliañ labour Yann-Baol An Noalleg, a zo bet heuliet ivez e geriadur Martial Ménard war a welan.
Goude livermoriom e stagin gant al lantanidoù, mont a ra war-raok ! • T42N24T (kaozeal) 5 Gen 2013 da 16:14 (UTC)[respont]