Kaozeal:Strollad Kumunour Albania 8 a viz Du

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Albania pe gantved? Bianchi-Bihan 25 Meu 2008 da 07:13 (UTC)[respont]

Respont: amzer-vremañ: "Strollad Kumunour Albania 8 a viz Du [...] a 'zo anv ur strollad komunour marksour-leninour en Albania [...]" Neal (Kaozeal) 25 Meu 2008 da 09:02 (UTC)[respont]

Kement-se a laren mann nemet peogwir ne gomprener ket mat eus peseurt 8 a viz Du zo kaoz, hini ganedigezh pe hini marv ar strollad.
Me ne ran foeltr forzh, met dereatoc'hik e kavfen gwelout seurt resisadurig en un holloueziadurig, met ne c'houlennin ket, gant aon da lakaat tud zo da varailhat gant munudoù ken dister, rak Doue hag Enver Hoxha a oar n'eo ket ken pouezus hag ur virgulenn, anat.Bianchi-Bihan 25 Meu 2008 da 10:48 (UTC)[respont]
"8 a viz Du" eo ur rann eus anv ar Strollad, en enor d'an deiziad ma oa ket krouet Strollad omunour Albania, d'an 8 a viz Du 1941. Anv ti-embann ar Strollad an hini e oa "8 Nentori" (8 a viz Du"). N'eo ket ret reisaat tra ebet - anv ar strollad an hini eo n'eo ken. Ouzhpennañ a rin an displegadenn avat evit ma vefe sklaeroc'h eus pelec'h e teu an anv-se. A galon, Neal (Kaozeal) 25 Meu 2008 da 14:44 (UTC)[respont]