Kaozeal:Skizhad (yezhoniezh)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

ne blij ket gwall din an tremen "skrizhad" (Favereau [1]) evit treiñ an termen saozneg "segment". Kavout a reer er geriadur-se an tremenoù "heñvelster "troc'had" ha "pennad" met n'int ket dereat evit an implij yezhoniezh-mañ.

E geriadur war-linenn Preder ([2]) e kaver: "[Jedoniezh / Mathématiques] segment ranneeunenn b. [Stlenneg / Informatique] segment segment krennenn b-où -o Heuliad lec'hiennoù niverennet a-gemal, o talvout da vodañ ergorennoù a un natur, a un warez, a un hoali.".

E geriadur Roparzh hemon e kaver "skejenn" met n'eo ket dereat amañ d'am soñj rak heñvelster e vefe gant "troc'had" hag amañ ne denn ket d'ar fed ma vez didroc'het un unanenn e tammoù bihanoc'h met d'an unanennoù a gaver en un dra vrasoc'h (!).

Hoc'h alioù mar plij. Trugarez, --Neal (Kaozeal) 21 Mez 2007 da 10:21 (UTC)[respont]