Kaozeal:Sfins (Egipt)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Labour "holloueziadurel" un IP "kuzh", troidigezh ar pennad gallek hep gwiriañ netra, ha cheñch an traoù en un doare disirius: «« Sphinx » est un mot grec qui serait apparenté au sanskrit sthag (en pâli, thak) signifiant « dissimulé ». Une autre interprétation l'attribue à l'ancien égyptien shesepankh, qui signifie « statue vivante ».» a zo deuet da vezañ: «« Sfinks » zo ur ger gregach deuet diwar ar ger sanskritek sthag (en pâli, thak) hag a dalv kement ha « kuzhet».» gant an doare divizout deuet da vezañ ur gadarnadenn, hag ar vartezeadenn all kaset da gankari-noz.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 16 Mez 2014 da 08:01 (UTC)[respont]

En holl andonioù a c'hallan kavout war baper pe dre an Internet e lennan e teu sfiñs (ha n'eo ket *"sfins" hervez fonologiezh ar brezhoneg) eus al latin sphinx < henc'hresianeg sphinx < HGr. sphingein "stardañ a ran" ; kar d'ar galleg sphincter eo ar ger, setu aze moarvat orin al labour kaoc'h kazh bet burutellet amañ a-uc'h gant gwir abeg. Sad Edgar (kaozeal) 16 Mez 2014 da 11:05 (UTC)[respont]

Kampioned an IPoù kuzh o klask laou e penn unan all, peadra da c'hoarzhin. Evit "al labour kaoc'h kazh" setu un abeg da serrién ur gont hervez reolennoù ar wikipedia: https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Tagadennoù_personel . Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mez 2014 da 12:24 (UTC)[respont]

Eme an ayatolallaig: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Sfins_(Egipt)&diff=1578368&oldid=1578366 Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Mez 2014 da 13:18 (UTC)[respont]
«Kampioned an IPoù kuzh» dalarasañ. Tamalloù gaou pe dibrouenn.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 16 Mez 2014 da 13:57 (UTC)[respont]
Setu amañ ar respont. Gant binvioù seurt-se e c'heller gouzout orin ur chomlec'h IP. --Llydawr (kaozeal) 22 Mez 2014 da 20:35 (UTC)[respont]


Sfins pe Sfiñs ?[kemmañ ar vammenn]

Pa glaskan er geriadurioù en-linenn e kavan "Sfiñs" ha n'eo ket "Sfins"... --Y-M D (kaozeal) 20 Mez 2014 da 11:32 (UTC)[respont]

Ezhomm bras am eus da gompren : perak an diaoul e kaver "Sfins" e geriadur F. Vallée koulz hag hini R. ar Glev 'ta ? A galon. --Prieladkozh (kaozeal) 20 Mez 2014 da 13:03 (UTC)[respont]
N'on ket evit lavaret. Ur goulenn a saven met n'am eus ket ar respont. Tud barrekoc'h egedon war ar yezh a gaver dre amañ, gant ma vo mat dezho reiñ o soñj. --Y-M D (kaozeal) 20 Mez 2014 da 13:07 (UTC)[respont]
E geriadur Vallée n'eo ket unvan ha stabil an doare-skrivañ. Vioù-koukoug zo ivez. Lenn a reer, war ar memes pajenn 592, "prinselez" (e pennad PRINCE) ha "priñselez" (e pennad PRINCIPAUTÉ), da skouer. Lenn ar stumm "sfins" er geriadur-se, neuze... n'eo ket sur e talvezfe en doa c'hoant Vallée da ziskouez e ranker distagañ an /n/. --Llydawr (kaozeal) 22 Mez 2014 da 20:52 (UTC)[respont]
A c'hallfe bezañ un arguzenn vat dre ma kaver an hevelep anadenn war ar bajenn 436 :
LYNX kaz-karvetaer m. pl. kizier-, liñs m. pl. ed ; yeux de — daoulagad lins ; dremm lemm.
Kement-mañ ne zispleg ket dibaboù ar Glev koulskoude...--Prieladkozh (kaozeal) 23 Mez 2014 da 06:19 (UTC)[respont]
Fazioù all a zo e geriadur ar Glev, arabat bezañ souezhet pa gaver unan ouzhpenn. --Yun (kaozeal) 27 Mez 2014 da 05:22 (UTC)[respont]

Gwelet ar gaozeadenn-se : Kaozeal:Sfins. --Yun (kaozeal) 27 Mez 2014 da 05:22 (UTC)[respont]

Mar komprenan mat red ho tisplegadenoù, arabat eo reiñ kred er pezh a oa bet skrivet nag e geriadur Vallée (vioù-koukoug) nag e hini ar Glev (fazioù) ivez ? Dre chañs ez eus eus Ofis Publik ar Brezhoneg neuze !--Prieladkozh (kaozeal) 29 Mez 2014 da 10:01 (UTC)[respont]
Pa lakae Roparz Hemon sfiñs en e labourioù ne oa ket eus Ofis Publik ar Brezhoneg.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 29 Mez 2014 da 18:55 (UTC)[respont]
Emaon o c'hortoz ho respont bepred : piv eo an "daou zen" a "glask lakaat ar gumuniezh da zivinout piv a vije (gant lavaroù a-boan kuzhet; e gwir pe e gaou, ne vern) a-drek an implijer-mañ-implijer – me ha Sad Edgar kement ha lavaret berr" ? Bezit kalonek ur wech en ho puhez !--Prieladkozh (kaozeal) 29 Mez 2014 da 20:40 (UTC)[respont]
Ne'm eus kentel a galonegezh ebet da zegemer eus ho perzh. Klaskit respont gant feiz vat en divizoù ha heuliañ reolennoù ar wikipedia, ha me 'gav din ez ay gwelloc'h an traoù evit an holl.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 29 Mez 2014 da 21:19 (UTC)[respont]
Ya, ya, met se zo frazennoù toull heñvel ouzh koabr da virout ouzh an heol da barañ. Ha dre m'emaoc'h a galonegezh uhel hag a feiz vat e vo pell aesoc'h deoc'h respont din 'ta. Graet em boa gant brizhbrezhoneg betek-henn sur a-walc'h ha setu ma klaskin ober ma seizh kant gwellañ evit ma vo komprenADusoc'h ma goulenn.
N'eus ket pell 'zo ho poa roet da grediñ e oa daou zen hag a glaske divinout/kavout piv e oac'h e gwirionez, c'hwi Trec'hlid mitonet ha Sad Edgar. Daoust hag-eñ e oac'h o soñjal e oan-me e-touez an daou zen-se ? Daoust hag-eñ e oa un tamall eeun ouzhin, ken sklaer ha tra ? Arru eo an eur da ziskouez ez oc'h un den a feiz vat o respont : emaoc'h o faziañ, Prieladkozh, ne soñjen ennoc'h tamm ebet ha n'em boa ket c'hoant d'ho tamall e mod ebet pe ya, ha setu ma frouennoù. Ken aes ha tra...--Prieladkozh (kaozeal) 30 Mez 2014 da 07:53 (UTC)[respont]