Kaozeal:Rouslan Ponomariov

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ma vez treuzkrivet an anv-familh Ponomariov (e-lec'h Ponomarev), perak ne vez ket kemmet Ruslan da Rouslan? --Ch. Rogel 2 Gou 2007 da 13:18 (UTC)[respont]

Kavout a reer ruslan hogozik en holl liammoù etrewiki --Kadwalan 2 Gou 2007 da 15:35 (UTC)[respont]
A-du gant Ch. Rogel: kavout a reer "Ruslan" e meur a yezh peogwir e vez distaget gante al lizherenn "u" [u]. E brezhoneg avat e vez distaget [y]. Reisoc'h d'am soñj doujañ an dostañ posubl d'an distagadur rusek orin dre skrivañ hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg "Rouslan". Alies ec'h a ar galleg da heul ar saozneg evit a sell ouzh romanekadurioù a-seurt-se, met emren e tlefe bezañ ar brezhoneg er c'heñver-mañ d'am soñj. ouzhpenn, dre sevel adkasoù e c'heller klask buan-tre anvioù brudet gwelloc'h dindan ur stumm all. --Neal (Kaozeal) 2 Gou 2007 da 15:46 (UTC)[respont]

==

D'ar mare-se e vije ret ober gant Kouba, Hondouras, Venezouela, Tegousikalpa, Sitchilia, Nou Hamcheur e-lec'h New Hampshire, Wesveurjinia ha n'ouzon ket petra c'hoazh.
Un doare all zo: mirout ar skritur "orin", pe chom an tostañ dezhañ ar gwellañ (Ruslan Ponomarev, West Virginia) ha lezel an dud da zistagañ evel a geront. Bianchi-Bihan 2 Gou 2007 da 16:38 (UTC)[respont]
Doh! Treuzlizherennadurioù/treuzskrivadurioù eo Kuba, (<Cuba) Honduras (<Honduras) hag all? Netra da welet gant an afer-mañ. N'eo ket "Ruslan Ponomarev" stumm orin e anv, na pell alese... met Русла́н Оле́гович Пономарьо́в. N'eo ket un afer brezhonekaat met un afer romanekaat. --Neal (Kaozeal) 2 Gou 2007 da 17:05 (UTC)[respont]