Kaozeal:Pierre Louis Moreau de Maupertuis

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Respontoù war ar yezh[kemmañ ar vammenn]

  • s.o. CHALM, B-29, Limites à certaines mutations [1]
    E-barzh "war c'houlenn Frederik II a Brus" eo kreñvoc'h al liamm etre ar gerioù war ha goulenn eget al liamm etre ar gerioù goulenn ha Frederik II a Brus. Ur stumm sonnet eo war c'houlenn evel war-c'horre setu perak e kaver aliesoc'h war c'houlenn eget war goulenn er skridoù kozh.
  • Petra a dalv lavariet ? [2]
    lavariañ = énoncer (geriaouegoù Diwan, fizik ha matematik).
  • ur ger enporzhiet eo 'su' [3]
    Pegoulz ha digant peseurt yezh e vefe bet amprestet ? Ne ra forzh. Ur ger brezhonek eo su, kavet e vez er geriadurioù, er skridoù kozh hag e genoù an dud. Setu n'eus abeg ebet da cheñch.

--Yun (kaozeal) 13 Eos 2013 da 08:45 (UTC)[respont]

Demat ha trugarez deoc'h eus ho tisplegadennoù da gentañ-penn, Ez an da anzav n'on ket peurgendrec'het e tennje war c'houlenn da war-c'horre (adverb hag araogenn) amañ. E gwirionez, ne ziskouez bet bezañ gwall stabil an danvez emaomp o kaozeal diwar e benn evel ma vez taolennet gant F. Favereau (Yezhadur ar brezhoneg a-vremañ, p. 149) : [...] De même, après war : war genoù egile sur la bouche de l'autre, war gorre ar près sur le sommet de l'armoire (Ph, mais aet war-c'horre allé dessus) - et war vur ar vered (kan. T) sur le muret du cimetière, [...]. Amañ zoken e c'haller kavet un toullad mat a frazennoù evel “[...] war goulenn ul lez-varn relijiel renet gant beleion uhelañ ar relijion yuzev ma oa bet desavet Jezuz enno.” e-barzh ar pennad diwar-benn ar Gristeniezh. Hag ivez evel-just “An Avro Lancaster a zo un nijerez eus an Eil Brezel-bed bet savet er Rouantelezh-Unanet gant an embregerezh Avro war c'houlenn ar Royal Air Force (RAF).” er pennad diwar-benn an Avro Lancaster. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Eos 2013 da 10:12 (UTC)[respont]
Setu amañ dregantad degouezhioù an daou stumm-se e "Bue Ar Zent" da skouer (Yann-Vari Perrot, Erwan ar Moal, Bue Ar Zent, 1912):
  • war goulenn unan bennak : 12,5%
  • war c'houlenn unan bennak : 87,5%
Netra da lavaret ouzhpenn. --Yun (kaozeal) 17 Eos 2013 da 20:25 (UTC)[respont]
  • lavariañ
N'anavezen ket tamm ebet ar ger-se hag en aner em boa e glasket en holl c'heriadurioù em c'herz. En em c'houlenn a ran hag-eñ ne vefe ket bet reishoc'h ober gant ar verboù displegañ, disklêriañ pe diskuliañ ?--Prieladkozh (kaozeal) 13 Eos 2013 da 10:20 (UTC)[respont]
Ar ger lavaret ne glot ket en degouezh-mañ. --Yun (kaozeal) 17 Eos 2013 da 20:25 (UTC)[respont]
Re wir, kemmet eo bet !--Prieladkozh (kaozeal) 18 Eos 2013 da 07:37 (UTC)[respont]
Reiñ da anavezout [4] n'eo ket mat ivez : gallout a reer lavariañ ur bennreolenn hep he reiñ da anavezout ; ha gallout a reer ivez reiñ ur bennreolenn da anavezout hep bezañ bet he lavariet an-unan. --Yun (kaozeal) 20 Eos 2013 da 08:49 (UTC)[respont]
  • su
An danvez-mañ a oa bet labouret warnañ gant unan bennak kalz barrekoc'h egedomp, ar Moleneziad Jos Kuilhandr, bet embannet La répartition des aires dans la rose des vents bretonne et l'ancienne conception du monde habité en longitude gantañ e 1943. Sed amañ ar pezh a c'heller lenn e-barzh e oberenn, peurgetket : “Or en fait que constatons-nous dans la Rose des Vents bretonne? C'est d'abord — et à nous en tenir strictement à son état actuel — l'absence de vocable breton spécifique pour désigner l'aire du Nord et celle du Sud, alors que toutes les autres aires sans exception en sont pourvues. Évidemment, cela ne veut pas dire que les Bretons n'ont pas eu de termes celtiques pour désigner le Nord le Sud; le seul emploi de l'expression kleiz (4) (cf. corn. cleth, gall. gogledd, irl. tuath) pour le Nord et de l'expression dehou (cf. corn. et gall. deheu, irl. dess) pour le Sud suffirait à prouver le contraire. Mais c'est un fait que nous constatons : actuellement, non seulement dans les îles et sur les côtes bretonnes, où se trouvent les grands usagers de la boussole, mais partout en Bretagne armoricaine et dans tous les dialectes, le Nord et le Sud ne se désignent que par Nort et Su(d), mots d'un emprunt incontestable ou par An tu kleiz, An tu dehou, « le côté gauche », « le côté droit », ou encore Tu an Hanternoz, Tu ar C'hresteiz, « le côté de Minuit », « le côté de Midi » : expressions vagues qui indiquent des régions aux confins indécis, non des directions précises.”.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Eos 2013 da 11:18 (UTC)[respont]
diwar-benn su: Hervez Geriadur Istorel ar Brezhoneg, eo testeniet "su" abaoe penn kentañ ar XVIvet kantved, amzer ar c'hrennvrezhoneg eta. Koulz ha "norzh" eo un amprest, evel ur bern gerioù all a denn d'ar mor (stribourzh, babourzh, kouc'h, staon, stur...) e teu eus ur yezh c'hermanek pe norsek bennak. Evel ma lavar Kuilhandr, "hanternoz" ha "kreisteiz" a zo tuadurioù diresis, hag ent-skiantel ne c'hallont talvezout nemet evit an hantervoul norzh, a-us da Drovan ar C'hrank.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 13 Eos 2013 da 11:56 (UTC)[respont]
Se zo kaoz em boa roet da lenn ar bomm-se en e bezh. Padal, n'em boa ket skrivet ne oa ket brezhonek ar gerioù su ha norzh. Evidon-me, ne ran gante tamm ebet, marteze abalamour ma'm boa tremenet ma yaouankiz en Aodoù-an-...Hanternoz :-). Moarvat e oan aet re vuan da reizhañ ar c'heriaoueg bet degaset gant Yun hag emichañs ne oa-eñ ket feuket evit un dister dra : emaon o paouez lakaat ar ger su en-dro. Kemer a rin amzer a-walc'h da welet pe c'heriaoueg a veze graet ganti gant tud a vor evel Jarl Priel, hag all.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Eos 2013 da 15:20 (UTC)[respont]
Gwelet Geriadur brezhoneg Douarnenez gant Per Denez, 3. Amzer, avel ha mor, 1981, p.124, da skouer.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 14 Eos 2013 da 07:42 (UTC)[respont]

Perak distreiñ d'ar ger dianav meridian ?! [5][kemmañ ar vammenn]

Ar gerioù dianav da lod n'int ket dianav d'an holl : meridian = méridien, Geriadur ar skiantoù hag an teknikoù, Kreizenn ar Geriaouiñ. --Yun (kaozeal) 17 Eos 2013 da 20:25 (UTC)[respont]

N'on ket peursur e oa ret groñs sevel ar seurt evezhiadenn-mañ, ne gav ket deoc'h ?--Prieladkozh (kaozeal) 18 Eos 2013 da 07:37 (UTC)[respont]
N'eo ket didalvez degas ar wirionez en-dro : n'eo ket dianav ar ger meridiañ p'emañ en ur geriadur a vez implijet gant meur a gelenner e Breizh. --Yun (kaozeal) 20 Eos 2013 da 08:49 (UTC)[respont]

Klaskomp lakaat an traoù war o reizh hep ober goap ouzh den ebet :-)... Kavet em boa ar ger meridian (pe veridiañ, n'ouzon ket ken bremañ) savet etre klochedoù evel p'en dije bet c'hoant saver ar pennad da grouiñ ur pennad all diwar e benn. Feiz, dre na oan ket e-touez ar gelennerien a ra gant meridian e Breizh em boa kavet gwall iskis ur ger hag a denne kalz d'an hini gallek. Kaer em boa bet klask en holl c'heradurioù em c'herz n'em boa kavet tra. Se zo kaoz em boa graet ma soñj d'e gemm e hedredenn a-raok bezañ kemmet e hedred gant Trec'hlid mitonet. Gant gwir abeg peogwir ez eo ar ger a oa bet dibabet ober gantañ kerkent ha miz Mae 2007. Gwir-tre eo e kaver meridian e-barzh Geriadur ar skiantoù hag an teknikoù : evit ma sevenadur personel, gallout a reot lâret din pe oberennoù all a c'hallin kavout ar ger-mañ enne ?

Un draig all kent kimiadiñ : Ar gerioù dianav da lod n'int ket dianav d'an holl mutu ? Gwechall-gozh, em c'horn-bro e c'halled klevet ar c'hrennlavar da-heul Neb 'ziskouez betek re e ouiziegezh A-raok pell 'vo kollet gantañ e furnez...--Prieladkozh (kaozeal) 20 Eos 2013 da 10:56 (UTC)[respont]

N'eus ket kaoz a ziskouez e ouiziegezh, degas ar wirionez en-dro ne lavaran ket. --Yun (kaozeal) 26 Eos 2013 da 07:51 (UTC)[respont]
N'ho peus ket respontet din : evit ma sevenadur personel, gallout a reot lâret din pe oberennoù all a c'hallin kavout ar ger-mañ enne ?--Prieladkozh (kaozeal) 26 Eos 2013 da 10:17 (UTC)[respont]

Frederig II (Prusia) er Wikipedia-mañ ?! [6][kemmañ ar vammenn]

"Frederig II (Prusia)" a c'heller implijout evel titl d'ur pennad met ne gav ket din e vije implijet ar stumm-se en ur frazenn. --Yun (kaozeal) 17 Eos 2013 da 20:25 (UTC)[respont]

goude-se ! [7][kemmañ ar vammenn]

Daou c'her "se" a zo :

  1. ar rannig diskouez implijet gant ur varrennig-stagañ goude un anv-kadarn pe ur raganv divizet strizh : al levr-se, Yann-se, ar re-se ;
  2. ar raganv amresis hag a dalv an dra-se : se zo sur ; petra eo se ; dre se ...

E-barzh "goude se" e talv "se"" kement hag "an dra-se", ar raganv amresis eo ar "se"-se. Tud 'zo a skriv "goude-se" gant ur varrennig-stagañ, ha tud all "goude se" hep barrennig-stagañ. Din-me ez eo reishoc'h hep barrennig-stagañ.--Yun (kaozeal) 17 Eos 2013 da 20:25 (UTC)[respont]

Aes kompren da arguzenn. Daoust ha trawalc'h (pe tra-walc'h) eo avat? Er geriadurioù e kavet ivez e-se, evel-se, evit-se, ... peogwir int deuet da vout troiennoù adverbel skornet moarvat, met n'int ket disheñvel diouzh gant(-)se, goude(-)se, ouzhpenn(-)se, ha me oar petra c'hoazh. Ha kement-se zo ivez ... Ha goude-hen, betek-hen ha bete-vremañ, ha re all c'hoazh ... Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Eos 2013 da 21:23 (UTC)[respont]
Demat, Neuze e vo gwelloc'h din stlepel d'al lastez GERIADUR BREZHONEG AN HERE kenkoulz ha GERIADUR AR BREZHONEG A-VREMAÑ ma kaver an adverb goude-se enne, du war-wenn. :-) Ha deviñ a rin An aotrou Kerlaban dre ma oa faziet Yann-Vari Berot o skrivañ : “Herve. – Setu aze pemp skoed atao da c'hedal ; ar rest a deuio goude-ze.”. Ha kement hag ober e vo savet ur gwir acto da fé gant Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re (“'Oa ket bet marc'hadmat lakaat dizober ar siminal-se, degas anezhi d'hon ti, hag adsevel anezhi goude-se.”), gant Romant ar roue Arzhur (“Treboulet evel ma vo, e lezo goude-se an Enebour d'e ambroug, ...”) ha gant Pipi Gonto (“Goude-ze, Herri, faro, ha stummet eus eur prins, a voe kaset en eur porz c'hoaz e-lec'h ma oa ar c'hastell.”)... Diaes e vo bevañ hep Pêr Denez, Langleiz hag Erwan ar Moal... :-(--Prieladkozh (kaozeal) 18 Eos 2013 da 07:25 (UTC)[respont]
Emichañs ne vo ket daoubennet ar pevar skrivagner-mañ mard eo kaset oberour Emgann Kergidu da c'hoari kartoù gante : “Daou zervez goude-ze e kouezaz klan, uzet gant an oad, he binijennou hag ive gand an anken.” :-)--Prieladkozh (kaozeal) 18 Eos 2013 da 10:40 (UTC)[respont]
Evel ma oa bet meneget ganin e kaver an daou zoare-skrivañ er skridoù. Prieladkozh en deus roet (war don ar goap) skouerioù eus ar stumm gant ar varrennig-stagañ. Gallout a rafed reiñ skouerioù eus ar stumm hep barrennig-stagañ dindan bluenn skrivagnerien ken brudet all. Ha pa vefe kavet goude-se aliesoc'h eget goude se daoust ha difennet eo skrivañ ar stumm diwezhañ-mañ ? --Yun (kaozeal) 20 Eos 2013 da 08:49 (UTC)[respont]

Demat, war don ar goap !!?? : n'em eus ket klasket ober goap ouzh DEN EBET, lakaat un tamm mousfent ne lâran ket, ar pezh a vez diskouezet splann gant an arouezig :-)... Feiz, normal e tiskouezfen n'on ket ali ganeoc'h pa embannit Din-me ez eo reishoc'h hep barrennig-stagañ. o kemer skouerioù e-touez hon brudetañ skrivagnerien ha netra ken all ! N'hall ket bezañ un dagadenn ouzhoc'h, Yun, met ret eo deoc'h kompren ez eus tud all hag a zo mat dezhe ezteuler o savboent ivez, hep tremen da dorrerien-skeudennoù. Ha perak chom hep ober gant ur geriadur - hini AN HERE - hag a chom yaouank-flamm (2001) ha sañset bezañ kavet daveoù reizh (evel goude-se) ennañ ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 20 Eos 2013 da 09:20 (UTC)[respont]

Adarre : evel ma oa bet meneget ganin e kaver an daou zoare-skrivañ er skridoù. Prieladkozh en deus roet skouerioù eus ar stumm gant ar varrennig-stagañ. Gallout a rafed reiñ skouerioù eus ar stumm hep barrennig-stagañ dindan bluenn skrivagnerien ken brudet all : Jakez Riou ; Fañch an Uhel ha re all c'hoazh. Ober a ran gant geriadur An Here, met ne welan e neblec'h ennañ e vije direizh skrivañ "goude se". Er memes doare e kaver "war-c'horre" er geriadur-se ha koulskoude n'eo ket direizh skrivañ "war gorre un dra bennak" alato. Dibab yezh pep hini eo. Mat e vefe kaout doujañ ouzh dibaboù yezh ar re all pa ne vezont ket direizh. --Yun (kaozeal) 26 Eos 2013 da 07:24 (UTC)[respont]
Mat e vefe kaout doujañ ouzh dibaboù yezh ar re all pa ne vezont ket direizh. N'on ket sur e klot gant reolennoù wikipedia a ro aotre da gemmañ ne vern petra. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Eos 2013 da 08:00 (UTC)[respont]

Demat, Gwir a lârit : graet ho peus un dibab oc'h ober gant goude se ha den ebet ne c'hall tamall deoc'h ho peus lardet ho krampouezh gant amann trenk. Padal, arabat skrivañ Din-me ez eo reishoc'h hep barrennig-stagañ. evel pa vije gwir bater, ar pezh n'eo ket. Mat e vefe din gouzout e pe oberennoù gant Fañch an Uhel e vez skrivet goude se dre ma vez kavet ingal goude-se e-barzh Kontadennoù ar Bobl ?!... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 26 Eos 2013 da 10:15 (UTC)[respont]