Kaozeal:Nahouatleg

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Perak Nahouatleg, ha pas Nahuatleg, pe gwelloc'h c'hoazh : Nahuatl? Benoni (Kaozeadenn) 26 Mae 2007 da 15:39 (UTC)[respont]

"ou" peogwir e brezhoneg e vez implijet an divc'hrafenn-se evit srivañ [u] keit ha ma vez implijet "u" evit skrivañ ar son [y]. er yezh-mañ, avat, e talvez al lizherenn "u" evit skrivañ ar son [u] sur-mat diwar levezon ar spagnoleg. graet am eus atav gant an dibenn -eg evit ar yezhoù - aesoc'h o anavezout ivez neuze hep rankout ober evel e soaneg da skouer "nahuatl (yezh)" ha "nahuatl (pobl)". Ul lostger hengounel eo -eg e berzhoneg ha sklaer a-walc'h e implij d'am soñj. Ne gomprenan ket perak n'eo ket bet dibabet ober gantañ en un doare sistematek gant TES da skouer. Ur gudenn eo avat a-wezhoù pehini eo ar wrizienn orin ma rankfer bezañ stagaet outi al lostger -eg. Diouzh an tu all avat eo gwir e rankfe bezañ savet adkasoù a-leizh pa implijer stummoù n'int ket bet implijet betek-hen evit aesaat ar c'hlaskoù.

--Neal (Kaozeal) 26 Mae 2007 da 17:21 (UTC)[respont]

Nahuatl evit ar yezh Nahua(ed) evit an dud, hervez Termofis. Diezhomm eo al lostger -eg amañ pan eus ur wrizienn disheñvel evit ar yezh, evel er ger latin. Baleer (kaozeal) 2 Ebr 2017 da 03:21 (UTC)[respont]