Kaozeal:Maria Portugal

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ur bajenn Maria de Portugal zo nevez savet. Da gendeuziñ--Kadwalan 20 Gwe 2011 da 10:19 (UTC)[respont]

Pemp kemm abaoe dec'h, ha netra holloueziadurel enne: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Maria_Portugal&action=historysubmit&diff=1066356&oldid=1066327 . Bianchi-Bihan 5 Her 2011 da 15:51 (UTC)[respont]
Ne vez ket lakaet rummadoù na skeudennoù er pennadoù disheñvelout. --Kadwalan 5 Her 2011 da 16:09 (UTC)[respont]
Se zo hervez pegen strizh eo ar verourien: er wikipedia gallek e lakaer rummadoù fr:Mathieu ken sioul ha tra, er wikioù portugalek hag italianek e lakaer skeudennoù: pt:Fernão, er wiki islandek taolennoù stadegoù is:Jan. Bianchi-Bihan 5 Her 2011 da 16:17 (UTC)[respont]
Diverket em eus komzoù dizoare Bianchi-Bihan diwar ar bajenn-mañ--Kadwalan 6 Her 2011 da 12:42 (UTC)[respont]
is:Jan, er wiki islandek n'eo ket ur bajenn disheñvelout. Er re all n'eus ken rummadoù db ar rummadoù disheñvelout hag ur rummad db orin an anvioù-tud, kontrol d'ar pezh vez erbedet. Evel ma lâren ar wezh all n'eo ket diaes kavout nemedennoù. N'eus rummad istor ebet avat !--Kadwalan 6 Her 2011 da 13:23 (UTC)[respont]
Ne vez dizoare ar c'homzoù nemet d'ar re a ra fae war gerioù zo.
Dre vras ne vez ket lakaet da bajenn disheñvelout ar pennadoù db anvioù tud. Ha neuze e vezont lakaet e rummadoù. Bremañ, ma vez lakaet disheñvelout warne ouzhpenn, mat. Met mirout ouzh rummadoù abalamour ma ne vefent "nemet pajennoù disheñvelout" a zo mont pelloc'h eget speredoù strizh ar wiki gallek : n'eo ket ret mont keid-all. Ha pa laran kement-se ne lavaran ket eo strizh ar speredoù er wiki gallek, met speredoù strizh zo eno evel-just. Evel e reoù all. Bianchi-Bihan 7 Her 2011 da 09:21 (UTC)[respont]
Rummadoù ha disheñvelout: en:Mathieu, ha fr:Mathieu, gant notennoù. Ha den o vrezeliñ. Bianchi-Bihan 7 Her 2011 da 09:26 (UTC)[respont]
Dav 'vefe lakaat ar gaozeadennn-se war pajenn Mazhev moarvat. Gwir a lavarez, na veskomp ket ar pennadoù db an anvioù-badez tud hag ar pajennoù disheñvelout. Met evel ma'z int tost a-walc'h a-wezhioù, hag evel ma n'eus ket pennadoù all e ve tu marteze lakaat rummadoù db an anvioù-badez e pennadoù disheñvelout zo savet db anvioù-badez. Ha mat e vefe dit? --Kadwalan 7 Her 2011 da 11:45 (UTC)[respont]